Wikipedia:Troiennoù dispis

Eus Wikipedia

An troiennoù dispis e wikipedia a zo troiennoù implijet da guzhat n'eur ket neptu en un diviz. An troiennoù dispis n'int ket resis a-walc'h a-ratozh-kaer evit ma n'hallfed ket gwiriañ an arguzenn. Implijet eo evit lakaat ur soñj personel da wirionez, pa ne vez diazez skrivet ebet da gadarnaat ar soñj.

Penaos anavezout un droienn dispis

Pariz eo ar gêr vravañ zo er bed

Ur frazenn resis eo, met ur savboent personel eo. Tud zo a glasko lakaat liv an neptuegezh war o soñj, hag a skrivo:

Hervez tud zo ez eo Pariz ar gêr vravañ zo er bed.

Piv a soñj kement-se? Pegoulz o deus lavaret kement-se? Pet a soñj evel-se? Peseurt tud? Eus pelec'h int? Diwar betra e embannont ar soñj-se? N’eo nemet ur soñj, ha "hervez tud zo" ne gemm netra. Atav e chom dispis, ha n'haller ket gwiriañ muioc'h eget kent. Ma ne lakaer anv ebet war ur soñj personel e sav ur gudenn. N'haller ket ober meneg eus soñjoù tud all ha n'ouzer ket piv int ha n'eus ket anezho marteze , pa ne rit moarvat nemet embann hoc'h ali-c'hwi, gwisket gant gerioù dispis.

Met ar frazenn  :

George Gershwin a embanne « n'eus nemet daou zanvez kanaouennoù  : karantez ha Paris ».

gant un daveenn resis, a zo resis ha neptu.

Eus an droienn dispis d'an hollekaat

Troiennoù zo ne zegasont sklerijenn ebet, keloù ebet, a zo goullo o ster.

  • Troiennoù en tu gouzañv
    • gant "vez":
      • Lavaret e vez... (ha n'ouzer ket piv, pet den a lavar kement-se).
      • Klevet e vez komz eus tasmantoù, ha n'ouzer ket piv a gomz na piv a glev.
    • pe gant "eo":
      • Lazhet eo bet... Gant piv 'ta?
  • Troiennoù gant darn, lod, tud zo, an darn vrasañ, an holl, ... a lar, a oar zo graet evit kuzhat n'ouzer ket piv a lar.
  • Ar stumm dic'hour servij ivez:
    • Gant komz a reer eus ur muntr ne larer ket piv a gomz. Pe n'ouzer ket, pe n'haller ket lavarout dre ma ne gomz den ebet e gwirionez.
    • Gant soñjal a reer n'ouzer ket piv a soñj.
  • Pilpousoc'h eo lakaat ar verb da anv-kadarn, evit chom hep menegiñ an oberour: servij a ra da guzhat gant piv eo graet an ober:
    • Gant gwerzhidigez an uraniom ... Piv a werzh 'ta?
    • Digresk an tailhoù ...