Wikipedia:Mouezhiañ n'eo ket ar gwellañ

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Nutshell.png Ar bajenn-mañ berr-ha-berr: Disentezioù ar Wikipedia ne vezont ket graet gant mouezhioù an holl, met kentoc'h war-lerc'h kaozeadennoù gant tud a skiant-vat o klask tizhout ar c'henemglev. Mouezhiañ a vez aozet evit aesaat ar c'hendiviz, ha n'eo ket evit n'eus forzh petra.

Gant ar c'henemglev eo e ya en-dro wikipedia. Kenemglev a sav diwar an divizoù a vez etre ar genaozerien e-barzh ar pajennoù-kaozeal, re ar pennadoù, pe en Davarn. Mouezhiañ a vez d'ober a-wechoù. Met evit sevel ar pennadoù ne vez ket mouezhiet peurvuiañ.

Gwelloc'h tremen hep mouezhiañ ha klask tizhout ar c'henemglev. Ouzhpenn-se, ne vez ket kemeret disentezioù gant ar muiañ niver rak Wikipedia n'eo ket un demokratelezh. Mouezhiañ ne vez ket atav an diskoulm gwellañ, ha ret eo klask diskoulmañ ar c'hudennoù hep tremen dre ur vouezhiadeg.