Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 43, bloaz 2014

Eus Wikipedia

20/10/2014 — 26/10/2014[kemmañ ar vammenn]

Skrivañ un dra bennak en trede sizhun ha daou-ugent eus 2014 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Anvioù okitanek[kemmañ ar vammenn]

Pelec'h ha gant piv eo kemeret an diviz da lakaat an anvioù okitanek amañ: gant peseurt votadeg? https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Dinha&diff=1597176&oldid=1597175 Bianchi-Bihan (kaozeal) 22 Her 2014 da 20:19 (UTC)[respont]

It da gompren perak, Bianchi-Bihan a zo bet o sevel pennadoù gant an anv euskarek, diofisiel koulskoude, e-lec'h an hini gallek, evel amañ [1]. --Trec'hlid mitonet (kaozeal) 23 Her 2014 da 10:26 (UTC)[respont]

An anvioù euskarek zo ofisiel, da vihanañ e lodennoù zo eus ar vro, hag implijet er vro. Bianchi-Bihan (kaozeal) 23 Her 2014 da 10:50 (UTC)[respont]

Eüruzamant emañ Bianchi Bihan evit saveteiñ "Ar" Vro diouzh an okitanegourien: [2] (Paourkaezh D. Perrotin, a laboure amañ gwechall), pe [3], an okitaneg = marv an "nasion" (lec'hienn: Défrancisation) [4].--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 24 Her 2014 da 08:02 (UTC)[respont]

Nag a fent ! Prestik e lavari din on Soaz Morvan ivez? Kement-se peogwir n'out ket gouest da lavarout din pelec'h emañ an diviz d'ober gant anvioù okitanek? Bianchi-Bihan (kaozeal) 24 Her 2014 da 09:26 (UTC)[respont]

Farsiteüs eo gwelet Bianchi Bihan o klask harpañ e vrezel embann war un "diviz" pa oar ken mat ober teil gant reolennoù ar Wikipedia. Ha pelec'h emañ an diviz evit an anvioù katalanek er Stad c'hall? Koulskoude eo Bianchi Bihan (pe unan eus e vargodennoù kentoc'h) eo en deus savet ur pennad evit Perpinyà ha neket "Perpignan" [5].--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 24 Her 2014 da 09:59 (UTC)[respont]

Ne gav ket din e vefe bet diviz ebet war ar poent-se, met sklaer eo ez eus ur boaz, mat pe fall, da ober gant stummoù okitanek evit anvioù-lec'hioù eus Okitania er Wikipedia-mañ. Sellit ouzh ar pennadoù Narbona, savet gant Implijer:Kadbzh, Canas, savet gant Implijer:Trec'hlid mitonet, Pàmias savet gant Implijer:Llydawr pe Montalban, savet gant Implijer:Bianchi-Bihan e-unan ;-). Ha pa ne oa ket an titloù en okitaneg er penn kentañ int bet lakaet er yezh-se goude, evel Montpelhièr, da skouer, ha betek-henn ne oa den ebet o klemm. --Llydawr (kaozeal) 27 Her 2014 da 16:54 (UTC)[respont]

Gober a ran gant an anvioù okianek, d'am soñj e ranker diskouez doujañs ouzh an okianeg hag ouzh an okitanegerion. Kadbzh (kaozeal) 28 Her 2014 da 22:40 (UTC)[respont]

Betek-henn e oa sklaer hag eeun an traoù evit a selle ouzh ar "stad c'hall":
Pa ne veze ket a anv brezhonek e veze graet gant:

  • an anvioù nederlandek evit ar Westhoek
  • an anvioù alamanek evit Elzas
  • (an anvioù brezhonek evit Breizh)
  • an anvioù euskarek evit Bro-Vask
  • an anvioù katalanek evit Katalonia
  • an anvioù korsek evit Korsika
  • hag an anvioù okitanek evit Okitania

Graet e veze evel-se gant an holl koulz lavaret. Sklaer hag aes e oa. Perak mont da cheñch?--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 30 Her 2014 da 08:53 (UTC)[respont]

War ar 4 den oberiant a bled gant an anvioù-mañ ha lavaret o soñj ganto, emañ an 3/4 a-du evit ober gant an anvioù okitanek. N'haller ket lavaret e vez doujet d'ar muiañ-niver-mañ [6].--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 1 Du 2014 da 17:47 (UTC)[respont]
Mat e vefe aozañ ur votadeg war ar poent-se evit renkañ ar gudenn da vat. --Yun (kaozeal) 2 Du 2014 da 04:08 (UTC)[respont]

Ma kerez. Met mat eo dit reiñ da ali ivez. Pezh ne blij ket din eo pa vez un den o c'hoari e aotrou, o kemmañ pezh a gar pa gar, hag o nac'h ar memes gwir ouzh ar re all. Bianchi-Bihan (kaozeal) 2 Du 2014 da 09:22 (UTC)[respont]

(Diwar-benn an eil frazenn a-us) Moarvat emañ o klask komz diwar ma fenn. Dirak kement a gribenn eo koulz tevel.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 2 Du 2014 da 16:41 (UTC)[respont]
Mat eo kinnig Yun din. --Llydawr (kaozeal) 2 Du 2014 da 20:39 (UTC)[respont]

Piv a c'hellfe reiñ dorn evit sevel ur patrom da gaout grafikoù Savad douriawourel ?

Modèle:Relevé hydrologique ?

Kadbzh (kaozeal) 25 Her 2014 da 20:38 (UTC)[respont]

Graet Troet em eus ar patrom gallek. Setu amañ an disoc'h : Patrom:Danevell red-dour. Bremañ e c'hellimp kaozeal diwar-benn an dibaboù yezh am eus graet, ha cheñch mar bez ret. --Yun (kaozeal) 26 Her 2014 da 06:31 (UTC)[respont]

Meta RfCs on two new global groups[kemmañ ar vammenn]

Hello all,

There are currently requests for comment open on meta to create two new global groups. The first is a group for members of the OTRS permissions queue, which would grant them autopatrolled rights on all wikis except those who opt-out. That proposal can be found at m:Requests for comment/Creation of a global OTRS-permissions user group. The second is a group for Wikimedia Commons admins and OTRS agents to view deleted file pages through the 'viewdeletedfile' right on all wikis except those who opt-out. The second proposal can be found at m:Requests for comment/Global file deletion review.

We would like to hear what you think on both proposals. Both are in English; if you wanted to translate them into your native language that would also be appreciated.

It is possible for individual projects to opt-out, so that users in those groups do not have any additional rights on those projects. To do this please start a local discussion, and if there is consensus you can request to opt-out of either or both at m:Stewards' noticeboard.

Thanks and regards, Ajraddatz (talk) 26 Her 2014 da 18:05 (UTC)[respont]

Kunujenner[kemmañ ar vammenn]

Plijout a ra d'an Trec'hlider minimo kunujenniñ ar re all (https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Mont_Gerbier_de_Joc&diff=1598045&oldid=1598025 ) kenkent ha ma ne vezont ket a-du gantañ. Ur wech ouzhpenn eo aet re bell. Bianchi-Bihan (kaozeal) 28 Her 2014 da 19:55 (UTC)[respont]

hag Emveuler[kemmañ ar vammenn]

Kaerat taol! https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Mont_Gerbier_de_Joc&diff=1598046&oldid=1598045 Bianchi-Bihan (kaozeal) 28 Her 2014 da 19:58 (UTC)[respont]

Hello, Dear wikipedians. I invite you to edit and improve this article and to add information about your and other country.--Kaiyr (kaozeal) 31 Her 2014 da 11:23 (UTC)[respont]