Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 36, bloaz 2011

Eus Wikipedia

05/09/2011 — 11/09/2011[kemmañ ar vammenn]

Skrivañ un dra bennak er c'hwec'hvet sizhun ha tregont eus 2011 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Wiki Loves Monuments[kemmañ ar vammenn]

Le logo de Wiki Loves Monuments.
Le logo de Wiki Loves Monuments.

Demat d'an holl,

Broioù a gemer perzh e Wiki Loves Monuments 2011.

E-touez ar miliadoù monumantoù en Europa zo kalz monumantoù hep foto ebet war Commons. Ur c’honkour european evit dastum fotoioù eo Wiki Loves Monuments. Betek an 30 a viz Gwengolo, gallout a reoc'h tennañ poltredoù ha lakaat anezho war Commons evit ar c’honkour-mañ. Prizioù vo evit ar re wellañ.

Ouzhpenn-se, ar 17 ha 18 a viz Gwengolo zo devezhioù ar glad a zo ur mare mat evit gwelout monumantoù n'int ket digor ar peurrest eus ar bloaz.

Evit gouzout hiroc’h :

A galon, VIGNERON 5 Gwe 2011 da 09:55 (UTC)[respont]

Ur Rummad:Oberoù reizhel zo bet krouet ha lakaet e-barzh ur Rummad:Revelezh, a oa bet krouet pell zo. Marteze e vefe mat en em glevet war ar gerioù a implijomp : rev, revel, revelezh pe reizh, reizhel, reizhelezh. --Llydawr 6 Gwe 2011 da 16:11 (UTC)[respont]

Seks, e gwagenn tv. Bianchi-Bihan 6 Gwe 2011 da 16:27 (UTC)[respont]
Petra a ginnigez Llydawr?--Kadwalan 7 Gwe 2011 da 09:44 (UTC)[respont]

Daoust hag-eñ e vije tu da baouez da glask laou er pennadoù evel Guerrero, Guanajuato , hag all, ken ec'h eo torret al liammoù etrezo? Petra zo peg e kadwalan pa'z eo aet da blantañ un disheñvelout e-lec'h na oa ket ezhomm, pa'z eo sklaer a-walc'h? Pegeit e pado c'hoazh? Un dra zo sur, ne chomin amañ da sellout ouzh ar freuz lakaet em labour. Goude 10 000 pennad bennak eo poent din mont kuit. Bianchi-Bihan 6 Gwe 2011 da 20:46 (UTC)[respont]

Un tamm wikikarantez mar plij. Arabat ivez lâret traoù faos. Ne dorran liamm ebet peogwir em eus adlakaet ar pennad e lech ma oa er penn kentañ. Ha netra ne vir ouzh ur skridaozer kempenn anvioù ar pennadoù diouzh ar reolennoù degemeret evit ar pennadoù disheñvelout. Mat e vefe dit bezañ sevenoc'h e-keñver an impliji all mar plij ganit. Emañ ivez e-touez reolennoù Wikipedia. --Kadwalan 6 Gwe 2011 da 21:33 (UTC)[respont]

A-raok e oa sklaer: ar pennad Guerrero a oa ur bajenn a gase d'un toullad mat a bennadoù all, ur bern anvioù lec'hioù ha tud en o zouez ( evel Richard Guerrero), d'al lenner da zibab, evel er c'hantadoù a bennadoù disheñvelout am eus savet. Hiziv, goude tremen Kadwalan, roud ebet ken eus an dibaboù : pelec'h eo tremenet an dud? Ma n'eo ket se freuzañ liammoù eta, n'ouzon ket petra eo. Moarvat ne wel ket efed e labour zoken, marteze ne gompren ket penaos ec'h ae ar pennadoù-se en-dro: gwir eo n'eo ket ar memes preder a vez gant freuzerien ha saverien. Ne oa ket aesoc'h leuskel an traoù ha reiñ peoc'h?
Evel ma chom ur bern pennadoù all dezhañ da freuzañ dre aze c'hoazh (un tamm labour am eus graet abaoe pemp bloaz bremañ ), ha plijadur e-leizh eta, ne chomin ket da sellout. Ne chomin ket da welout diskar ha drailhañ bep noz al labour am eus graet e-pad an deiz, pe a-hed ar bloavezhioù. Ouzhpenn-se e kroger da gavout abeg er skeudennoù, er pennadoù disheñvelout-se, pa labouran evel-se abaoe bloavezhioù: liv freuzoù nevez war an oabl, chanterioù diskar a vo adarre. Re a amzer am eus tremenet o sevel an holl bennadoù-se evit chom diseblant dirak ar freuzoù, re ar sizhun-mañ hag ar re da zont. Peoc'h am bez ezhomm da labourat, peoc'h a oa abaoe bloavezhioù, met abaoe ur pennadig n'eus ket ken. Evit erbediñ ma yec'hed eta ne chomin ket da sellout. Bianchi-Bihan 7 Gwe 2011 da 04:29 (UTC)[respont]

39000 pennad, a-raok mont kuit. Bianchi-Bihan 7 Gwe 2011 da 05:06 (UTC)[respont]
Arabat lavaret traoù n'int ket gwir. Ar pennad a rez anv anezhañ zo deuet da vezañ Guerrero (disheñvelout) ha ma ne vijes ket bet o ren ur brezel embann goude kaozeadenn ar pennad Brandenburg ne vije ket bet kemmet kalz a draoù.--Kadwalan 7 Gwe 2011 da 09:53 (UTC)[respont]

Skeudennoù er pajennoù disheñvelout[kemmañ ar vammenn]

Salud deoc'h. Abaoe ur pennadig 'zo kaoz eus ar skeudennoù er pajennoù disheñvelout. A-du emaon gant Bianchi-Bihan, kavout a ran bravoc'h ha dedennusoc'h gwelet skeudennoù er pajennoù-se. Memes mod 'm eus bet tro d'ober (pengouin, fouin, eremophila...) ha kavout a rin dipitus-mat gwelet ub divizout skarzhañ anezhe war zigarez ne vez ket graet er yezhoù all. Petra zo ponner gant ar mod-ober-se e gwirionez ? Er bajenn pengouin da skouer e c'hell evel-se an den gwelet diouzhtu e peseurt evn e oa o soñjal ha mont d'ar pennad azas, ar pezh n'hallfe ket ober hep ar skeudennoù. Bref, ne gav ket din e c'hell un den bezañ direnket gant seurt skeudennoù, ar c'hontrefed. A galon.--Gouerouz 7 Gwe 2011 da 05:25 (UTC)[respont]

De gustibus et coloribus non disputandum. Bianchi-Bihan 7 Gwe 2011 da 05:28 (UTC)[respont]
Diverket em eus tagadenn Bianchi-Bihan ha pediñ a ran anezhañ da zoujañ ouzh reolennoù sevended Wikipedia. --Kadwalan 7 Gwe 2011 da 09:30 (UTC)[respont]
Brav e c'hall bezañ skeudennoù met peurliesañ n'eus ket ezhomm anezhe da vat da'm soñj. Evel hon eus displeget Llydawr ha me, ne vez ket lakaet skeudennoù er pajennoù disheñvelout peurliesañ abalamour da lezel an titouroù pouezusañ hepken enne. N'eo ket un diviz hiniennel. Klask a ran doujañ ouzh reolennoù skridaozerez degemeret e lec'h all e wikipedia. Mar kar unan bennak sevel un diviz diwar-benn an dra-se n'eus kudenn ebet ha degemeret mat e vo ali ar muiañ niver ganin met da c'hortoz e kav din e ve mat doujañ ouzh reolennoù amprouet hag implijet er wikipediaoù bras all.--Kadwalan 7 Gwe 2011 da 09:30 (UTC)[respont]
Ret eo soñjal el lennerien zo klask ur pennad ha mat pellzo. Setu da betra e servij ar braz eus ar pajennoù disheñvelout. N'eo ket kargañ re ar bajenn. Er pennad Pingouin e kav din ivez e tegas ar skeudennoù un dra bennak a-bouez rak n'eo ket aes lakaat kemm etre an evned-se evit ar braz eus an dud, memes gant ar skeudennoù (marteze e ve mat lakaat ul liamm all etrezek ar pennadoù en ivinenn ar skeudennoù zoken). Er re all a veneges avat e kav din eo splann a-walc'h ar c'hemm etre ur bronneg hag ul labous pe etre ur blantenn hag un evn ha n'eus ar skeudennoù ken un dalvoudegezh kenedel eno. Da lâret eo ne servijont ket d'al lenner a c'hell kaout anezhe er pennad emañ o klask, da'm soñj. --Kadwalan 7 Gwe 2011 da 09:38 (UTC)[respont]
Setu amañ ar pennad e saozneg e Wikipedia:Manual of Style/Disambiguation pages : Including images and templates is discouraged unless they aid in selecting between articles on the particular search term in question. Examples of this are the images at Congo (disambiguation) and Mississippi Delta (disambiguation).--Kadwalan 7 Gwe 2011 da 10:17 (UTC)[respont]
Pan eer war an hent-se n'em eus netra d'ober amañ ken. E-pad bloavezhioù em eus gallet labourat e e peoc'h, war a seblant eo echu. Ouzhpenn se e tiverker ma ali bremañ pa zisplij. Echu din. Bianchi-Bihan 7 Gwe 2011 da 15:06 (UTC)[respont]

Listenn, Listennad, Roll[kemmañ ar vammenn]

Kalzik a bennadoù a zo gant "listennadoù" (traoù, tud, titloù...). Ar pezh a zo, ne seblant ket bezañ gwall unvan an traoù. Evel-se en em gaver gant Roll rouaned Bro-Saoz met gant Listenn Rouaned Bro-Skos, h.a. (ha ne gomzan ket eus an dibaboù pennlizherennoù, pa'n em gaver ivez gant Listenn rouaned Prusia, da skouer). E-skoaz "listenn" ez eus pennadoù all gant "listennad" (met ne'm eus kavet "rollad" ebet, kit da gompren perak). Petra 'soñjit? Ne vefe ket gwell unvaniñ an holl draoù-se?--Trec'hlid mitonet 8 Gwe 2011 da 09:23 (UTC)[respont]

Ma fell dit ober... Gra hardizh (evidon-me) --Kadwalan 8 Gwe 2011 da 15:59 (UTC)[respont]

Salud deoc'h !

Emaon o paouez dizoleiñ ha lenn ar gaozeadenn etre Bianchi-Bihan ha Kadwalan bet kemeret an diviz gant hemañ diwezhañ stankañ egile ur sizhunvezh-pad ! Dreist ! Sed aze ur gastiz pouezus ken ez eo o c'houzout pegen niverus eo ar gwir vrezhonegerien o reiñ o amzer amañ.

Ne skrivin ket ken war WikiBzh ken heuget ez on gant emzalc'h otus ofisialed 'zo ! Gwelloc'h eo ganin mont war-du yezhoù all hag a vez un tammig muioc'h...degemerus, siwazh deomp.
Bet skrivet gant : Prieladkozh 10 Gwe 2011 da 11:19 (UTC) --Y-M D (kaozeal) 10 Gwe 2011 da 10:48 (UTC)[respont]

A-du pe get e c'heller bezañ gant ar pezh a zo c'hoarvezet, met me lâr deoc'h eo hor wiki-ni laosk ha brokus kenañ war ar c'hastizoù ! Na pet gwech ez eus bet cheu hag e vefe bet stanket implijer-mañ implijer dindan un eilenn pe ziv en ur wiki all ha padal e talc'hemp ni da eskemm evit gwellaat an traoù, gant gwir abeg dre ma oa frouezhus.
N'on ket a-du gant o arguzenn kennebeut, ha pa vefe nebeut a (g)wir vrezhonegerien amañ ne c'heller ket degemer anezho gant forzh peseurt emzalc'h. Reolennoù a zo da zoujañ e forzh peseurt wiki 'vefe (en hon hini ivez).
Evit an afer a zo anv diouti e soñj din n'ho peus ket lennet mat pep tra, Bianchi Bihan a zo bet lakaet war evezh evit ur sizhunvezh, ha stanket un devezh hepken. N'eo ket marv mil den kennebeut ur seurt "kastiz", peadra da gemenn ha da lakaat sklaer an traoù.
Gant ar spi d'ho kwelet adarre en hor wiki-ni. --Y-M D (kaozeal) 10 Gwe 2011 da 10:44 (UTC)[respont]

Lennet em boa tre kement tra a oa bet respontet da vBianchi-Bihan gant Kadwalan ha, din-me, se zo tuig ha talig bezañ stanket pe laket war evezh ur sizhunvezh-pad, resped deoc'h. Kompren a ran an arguzennoù bet laket war an daol ganeoc'h, ar pezh ne vir ket ouzhin a soñjal ne oa ket bet gwall zereat doareoù ober Kadwalan da gentañ-penn. 'M eus aon em bije bet ken piket ha Bianchi-Bihan ha kent bezañ kastizet me ivez e kavan gwelloc'h chom a-sav bremañ, siwazh.

Dipitus-kaer eo e vefe aet kuit Prieladkozh hag a rae labour vat. Dipitet-bras on ivez (ma n'eo ket heuget), gant emzalc'h Bianchi Bihan abaoe ma'z eo distro amañ. E-lec'h mont da greskiñ ar bern eus pennadoù Wiki:br evel m'en doa lavaret, setu-eñ kerkent oc'h adkregiñ gant e vrezel en-dro da Guerrero (abeg e stankadenn 24 eurvezh). Setu ma komprenan ervat emzalc'h Kadwalan. N'eo ket gant seurt doareoù e vo tapet kenlabourerien nevez.--Trec'hlid mitonet 10 Gwe 2011 da 18:52 (UTC)[respont]

Brav eo komz eus "brezel": mat e vije gwelout em eus adlakaet urzh e-lec'h ma oa bet lakaet dizurzh. Netra ken. Met ma kavez se dister (ha pemp pennad nevez n'eo netra moarvat) hag eo welloc'h dit e karzfen ac'han peogwir e ran labour fall (war-dro 10 000 pennad krouet memes tra diwar an 39 000 zo amañ), n'ac'h eus nemet lavarout. Bianchi-Bihan 10 Gwe 2011 da 18:57 (UTC)[respont]
Stanket eo Bianchi Bihan adarre ha renket ar pennadoù. Gwir eo vefe doareoù plijusoc'h ha frouezhusoc'h da dremen hon amzer.--Kadwalan 11 Gwe 2011 da 01:24 (UTC)[respont]

Trawalc'h ![kemmañ ar vammenn]

Poent bras eo paouez gant ar cheu hag a vez tro-dro d'ur pennad hepken. Kinnig a ran neuze adaozañ an traoù, hag echu. A galon --Y-M D (kaozeal) 11 Gwe 2011 da 08:29 (UTC)[respont]

Sklaer a-walc'h e seblant din bezañ an traoù evel m'emaint bremañ :
N'eo ket diboell evel doare da aozañ an traoù, hag efedus a-walc'h eo.
A galon --Y-M D (kaozeal) 11 Gwe 2011 da 08:48 (UTC)[respont]
Mad eo din. N'eo ket en-dro d'ur pennad hepken avat e oa ur brezel embann met diwar-benn un toullad ma klaske Bianchi-Bihan plantañ ur doare da urzhiañ ar pajennoù a oa bet ar muiañ niver en e enep e kaozeadenn ar pennad Brandenburg just un devezh a-raok.
N'haller ket ober an dibaboù pouezus en ur gaoz savet en ur c'horn distro bennak eus ar wikipedia, e kuzh ouzh ar re all. Bianchi-Bihan 14 Gwe 2011 da 01:54 (UTC)[respont]