Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 09, bloaz 2015

Eus Wikipedia

23/02/2015 — 01/03/2015[kemmañ ar vammenn]

Skrivañ un dra bennak en navvet sizhun eus 2015 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Kumunioù Elzas : kudennoù[kemmañ ar vammenn]

Salud d'an holl
Dedennet on bet gant ar pennadoù Roll kumunioù ar Roen-Izel ha Roll kumunioù ar Roen-Uhel bet krouet nevez zo, rak pellik em eus bevet eno.
N'eus ket kalz pennadoù diwar-benn ar c'humunioù-se (liammoù glas), ha traoù diboell zo enno a-fed anvioù ofisiel/elzasek/alamanek ha rummadoù, a listennin amañ a-is (gwiriet em eus an daveoù bet meneget er pajennoù hollek a-fed anvioù elzasek).

Departamant ar Roen-Izel
  • Bischheim (ofisiel) : "Kumunioù Elzas" ha "Kumunioù Bas-Rhin"
  • Haguenau (ofisiel) : "Kumunioù ar Roen-Izel"
  • Molsheim (ofisiel) : "Kumunioù ar Roen-Izel" ha "Kumunioù Haut-Rhin" (!)
  • Sélestat (ofisiel) : "Kumunioù ar Roen-Izel"
  • Strasbourg (ofisiel) : adkas war-du Straßburg, ar stumm alamanek (Strossburi en elzaseg) ; rummad : "Kumunioù ar Roen-Izel"
  • Wissembourg (ofisiel) : "Kumunioù ar Roen-Izel"
Departamant ar Roen-Uhel
  • Altenach (ofisiel) : "Kumunioù ar Roen-Izel" ha "Kumunioù Haut-Rhin"
  • Altkirch (ofisiel) : "Kumunioù Elzas", "Kumunioù ar Roen-Uhel" ha "Kumunioù Haut-Rhin" (!)
  • Andolsheim (ofisiel) : "Kumunioù ar Roen-Uhel", Kumunioù Haut-Rhin ha "Kumunioù Elzas"
  • Altenach (ofisiel) : "Kumunioù ar Roen-Uhel" ha "Kumunioù Haut-Rhin"
  • Ballersdorf (ofisiel) : "Kumunioù Haut-Rhin" ha "Kumunioù Elzas"
  • Berentzwiller (ofisiel) : "Kumunioù Haut-Rhin" ha "Kumunioù Elzas"
  • Biesheim (ofisiel) : — rummad ebet —
  • Blotzheim (ofisiel) : "Kumunioù Elzas"
  • Bourbach-le-Haut (ofisiel) : adkas war-du Oberburbach, ar stumm alamanek (Ewerburbàch en elzaseg) ; rummadoù : "Kumunioù Elzas" ha "Kumunioù Haut-Rhin"
  • Colmar : adkas war-du Kolmar (brezhonekadur pe anv alamanek 1871-1918/1940-1945, an anv elzasek o vout Colmer"") ; rummad : "Kumunioù Elzas"
  • Dolleren (ofisiel) : "Kumunioù Elzas" ha "Kumunioù Haut-Rhin"
  • Guebwiller (ofisiel) : adkas war-du Gebweiler, ar stumm alamanek (Gawiller en elzaseg) ; rummadoù : "Kumunioù Elzas" ha "Kumunioù Roen-Uhel"
  • Hagenthal-le-Bas (ofisiel) : adkas war-du Niederhagenthal, ar stumm alamanek (Neederhàgethàl en elzaseg) ; "Kumunioù Elzas" ha "Kumunioù Haut-Rhin"
  • Lapoutroie (ofisiel) : "Kumunioù Elzas" ha "Kumunioù Haut-Rhin"
  • Mulhouse (ofisiel) : adkas war-du [[Mülhausen], ar stumm alamanek (Mehlhüsa en elzaseg) ; rummadoù : "Kumunioù ar Roen-Uhel", "Kumunioù Elzas" ha "Kumunioù Haut-Rhin"
  • Ribeauvillé (ofisiel) : adkas war-du Rappoltsweiler, ar stumm alamanek (Rappschwihr en elzaseg) ; rummadoù : "Kumunioù ar Roen-Uhel", "Kumunioù Elzas" ha "Kumunioù Haut-Rhin"
  • Sainte-Marie-aux-Mines (ofisiel) : "Kumunioù Elzas", "Kumunioù ar Roen-Uhel" ha "Kumunioù Haut-Rhin"
  • Schwoben (ofisiel) : "Kumunioù Haut-Rhin" ha "Kumunioù Elzas"
  • Spechbach-le-Bas (ofisiel) : "Kumunioù Elzas" ha "Kumunioù Haut-Rhin" ; an anv alamanek zo meneget er pennad, hep an anv elzasek
  • Spechbach-le-Haut (ofisiel) : "Kumunioù Elzas" ha "Kumunioù Haut-Rhin" ; an anv alamanek zo meneget er pennad, hep an anv elzasek
  • Tagolsheim (ofisiel) : "Kumunioù Haut-Rhin" ha "Kumunioù Elzas"
  • Thann (ofisiel) : "Kumunioù Elzas", "Kumunioù ar Roen-Uhel" ha "Kumunioù Haut-Rhin"
  • Wittersdorf (ofisiel) : "Kumunioù Haut-Rhin" ha "Kumunioù Elzas"
  • Zimmersheim (ofisiel) : — rummad ebet —

Poent eo da'm soñj lakaat un tamm poell e kement-se holl.

  • Rummata an holl bennadoù
  • O rummata eus an tiriad ofisiel brasañ d'an hini bihanañ : Elzas, departamant, kanton (d'an 1/1/2015 !)
  • Lakaat an anv ofisiel da ditl pep pennad, rak amsklaer eo politikerezh ar Wikipedia-mañ a-fed anvioù-lec'hioù hervez am eus lennet amañ hag ahont, ha nebeut a dud a oar an anvioù elzasek ; pe, gwelloc'h : adkas pep titl ofisiel d'ar stumm elzasek, evel a vez graet evit lod yezhoù estren all — bezet pe vezet, arabat eo lakaat anvioù alamanek da gumunioù elzasat !
  • Menegiñ an a anv elzasek e deroù ar pennad, raktal goude an anv ofisiel
  • Sevel un infobox gant an daou anv (gwelet : Bischheim)
  • Peogwir ez eus pennadoù Roen-Izel ha Roen-Uhel, lemel ar rummadoù gallek

Mar ro ar gumuniezh alioù sklaer ez on a-du da gempenn ar rann-se.
2.13.201.223 25 C'hwe 2015 da 21:08 (UTC)[respont]

An teuliad-mañ (embannet gant ar rannvro) a seblant din bezañ talvoudus da lenn. Marteze e c'hallo sikour evit kemer un diviz, pe evit magañ… an diviz. [1] (ur pdf eo).--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 25 C'hwe 2015 da 21:28 (UTC)[respont]
Trugarez vras dit ! Studiañ a rin aketus. N'on ket sur avat e sikouro da lakaat urzh er rummadoù... Met talvoudus e vo a-dra-sur a-zivout an anvioù elzasek ; gwelet em eus e ro Roll kumunioù ar Roen-Izel ha Roll kumunioù ar Roen-Uhel ar stummoù a zo er pennadoù Wikipedia elzasek (:als:) rik-ha-rik ; an darn vrasañ anezho am eus klevet en Elzas pa oan o vevañ (ha foetañ bro) eno. — 2.13.201.223 25 C'hwe 2015 da 21:39 (UTC)[respont]

Evezhiadennig: an anvioù-lec'hioù Roen-Uhel ha Roen-Izel n'int ket testeniekaet e brezhoneg, hervez am eus gwelet, ha repont ebet d'ar goulenn daveoù. An anvioù Haut-Rhin ha Bas-Rhin, anvioù departamantoù gall, (hag a c'houlenner o diskar en Elzas), zo anavezet en ur bern yezhoù, hag anvioù ofisiel, anavezet en o stumm gallek evel an holl departamantoù gall betek en Elzas hag e Breizh. Bianchi-Bihan (kaozeal) 26 C'hwe 2015 da 06:10 (UTC)[respont]

Ar pep eeunañ hag ar pep aesañ e vefe ober gant anvioù ofisiel ar c'humunioù, evel ma reer en holl Wikipediaoù, nemet an hini alemanek. --Llydawr (kaozeal) 26 C'hwe 2015 da 11:35 (UTC)[respont]
Evel-just, ha heñvel evit an departamantoù. Bianchi-Bihan (kaozeal) 26 C'hwe 2015 da 11:52 (UTC)[respont]
Evit Flandrez Frañs e reomp gant an anvadurioù nederlandek, ar re nemeto omp gant an nederlandeg oc'h ober kemend-all. Ha betek-henn ne oa den o klemm.
Gant peseurt stummoù a ra emsaverien Elzas, evel Unser Land (n'eo ket ur strollad taer)? Gwelit amañ: [2]Trec'hlid mitonet (kaozeal) 26 C'hwe 2015 da 12:29 (UTC)[respont]

Sell 'ta! Piv a glemm, hag eus petra? Bianchi-Bihan (kaozeal) 26 C'hwe 2015 da 12:32 (UTC)[respont]

Boulc'her ar pennad[kemmañ ar vammenn]

Hervez an Trec'hlider eo perc'henn ar boulc'her war ar pennad : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Unkorneg&diff=next&oldid=1623892; petra eo sonj ar gumuniezh? Bianchi-Bihan (kaozeal) 27 C'hwe 2015 da 19:58 (UTC)[respont]

Setu aze a zo chutzpah (emaon o paouez deskiñ ar ger dispar-se, trugarez da Wikipedia diVianchi-Bihan) da vat !
  • Piv eo  an Trechlider  (trugarez evit ar bennlizherenn, memestra) ? → Distreset anv un implijer en un doare dismegañsus (evel "Edgar" ha reoù all).
  • N'eus perc'henn ebet d'ar pennadoù, ar pezh a zo gwir, met lennit pajenn Kaozeal Listennad lavaredoù latin : eno e welot splann anien emzalc'h Bianchi-Bihan – tamall d'un "Edgar masklet" bezañ kemmet ur pennad (kerzhit da gompren ha klask prouenn), ha skrivañ  Ha me a labour war ar pennad abaoe bloavezhioù hag am eus bouetet anezhañ. Setu e ouzon eus petra emaon o kaozeal.  (sic) – tagañ an implijerien all, hep abeg na prouenn, evit gourlakaat e vennozh- . Ar voulc'herien all ne ouzon ket "eus petra emaint o kaozeal" (ad-sic), sur ha n'eo ket marteze... Dizesk an den, anat eo pa lenner e bennadoù eilet hep klask pelloc'h, ditouroù diwir hag all, ha bemdez-Doue e teu d'ober skol d'ar genlabourerien all. Pebezh truez ! Paour-kaezh Wikipedia brezhoneg !— 2.13.201.223 27 C'hwe 2015 da 20:29 (UTC)[respont]

Ac'hanta, Edgar! Atav o chaokat ar memes geot? Ya, pa vezer bet e-pad bloavezhioù o labourat war ar memes pennad e teuer a-benn da zeskiñ un dra bennak. Dit ne c'hoarvez ket? Ar memes peuriñ avat ne skuizhez ouzh e chaokat : dalc'hmat e vezez prim d'en em veuliñ ; holl labourerien ar wiki a oar eo te en deus savet chutzpah: ar memes den eo https://br.wikipedia.org/wiki/Dibar:Degasadennoù/2.13.201.223 ha https://br.wikipedia.org/wiki/Dibar:Degasadennoù/2.13.200.75, anat. Ar yar goude dozviñ a blij dezhi kanañ. Bianchi-Bihan (kaozeal) 28 C'hwe 2015 da 08:05 (UTC)[respont]

Stumm reizh[kemmañ ar vammenn]

Hervez an Trec'hlider n'eo ket reizh ar "stumm" ha n'eo ket dibabet gantañ : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Unkorneg&diff=next&oldid=1623892. Kement-se zo mil bell diouzh ar sell neptu a ranker kavout er wikipedia. Bianchi-Bihan (kaozeal) 27 C'hwe 2015 da 20:00 (UTC)[respont]

Diwar-benn an daveoù[kemmañ ar vammenn]

Kendelc'her a ra Bianchi-Bihan da ziverkañ ur meneg war "zigarezioù" a bep seurt [3], koulskoude eo meneget an droerien ha digant pe aozadur e c'haller kaout ar skrid. Pa soñjer peseurt emzalc'h a vez gantañ pa vez goulennet daveoù digantañ! Amañ e vez goulennet digantañ: «E brezhoneg: Pelec'h eo bet kavet ar skrid-se, na dro ket an alamaneg ? Daveoù a vank diwar-benn an troidigezhioù all ivez.» Respont Bianchi-Bihan: «Klask!» [4].--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 28 C'hwe 2015 da 08:49 (UTC)[respont]

Tennet eo peogwir n'eus meneg ebet, gant an trfec'hlid, kaer zo goulenn. Neuze e c'haller kaout arvar. Hag abeg zo da dennañ, hervez ar reolennoù, kement meneg zo eus danvez diembann. Ha ma n'eo ket diembann n'eus nemet reiñ daveoù, goulennet meur a wech.
Er pennad Die Moorsoldaten ez eus kaoz eus ur skrid, a zo dindan e zaoulagad : ma ne blij ket dezhañ , n'en deus nemet tennañ. Ar frazenn na dro ket an alamaneg (deuet eus ur mignon dezhañ, rak alies e komz an eil en anv egile) zo ur sotoni eus ar re vravañ : ar re a bled gant ar c'hanaouennoù a oar ne vez ket "troet" kanaouennoù. Bianchi-Bihan (kaozeal) 28 C'hwe 2015 da 09:40 (UTC)[respont]

Azen kornek, emezañ[kemmañ ar vammenn]

Ceci n'est pas une pipe, ni un navet ni un dave[kemmañ ar vammenn]

Dave : titloù hepken? Blogoù ivez?[kemmañ ar vammenn]

Traoù iskis a vez kontet gant lod er pennad marc'h-kornek.

  • un arguzenn e vije hervez tud zo implij ar ger unkorneg en ur pennad eus ur blog: betek-hen ne veze ket graet dave d'ar blogoù; met bez e c'hallan ober unan arc'hoazh evit plantañ pezh a garin;
  • un arguzenn all eo ne gaver ket ar gerioù likorn hag aerlin e titl ur gontadenn : dre chañs e kaver er geriadurioù estreget ar gerioù a servij da didloù: da'm meno eo ret skarzhañ evezhiadennoù ken nay eus pennadoù an holloueziadur, evit e vrud vat paneveken.
  • tud all a lavar eo bet ijinet ar ger marc'h-kornek : ya, gant Roparz Hemon, hag unkorneg gant Vallée. Ha neuze?

Bianchi-Bihan (kaozeal) 1 Meu 2015 da 15:47 (UTC)[respont]

[Global proposal] m.Wikipedia.org: (pep tra) Kemmañ ar pajennoù[kemmañ ar vammenn]

MediaWiki mobile

Hi, this message is to let you know that, on domains like br.m.wikipedia.org, unregistered users cannot edit. At the Wikimedia Forum, where global configuration changes are normally discussed, a few dozens users propose to restore normal editing permissions on all mobile sites. Please read and comment!

Thanks and sorry for writing in English, Nemo 1 Meu 2015 da 22:32 (UTC)[respont]