Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 04, bloaz 2015

Eus Wikipedia

19/01/2015 — 25/01/2015[kemmañ ar vammenn]

Skrivañ un dra bennak er pevare sizhun eus 2015 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

A-benn (sic) mont e-barzh an holl borchedoù bet krouet e Wikipedia brezhonek ( https://br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Porched_ar_porchedo%C3%B9). Ar chistr zo graet evit bout evet, hag ar porched evit merdeiñ er wikipedia. VOTOMP Bianchi-Bihan (kaozeal) 20 Gen 2015 da 09:50 (UTC)[respont]

E meur a bennad e lennad un droienn troet ger ha ger diwar ar galleg: A zo ur gumun hag un isprefeti (ti un isprefed?) ... me gred eo ret lakaat penn-arondisamant, pe pennlec'h-arondisamant, pe un dra bennak evel-se. Alioù all? Bianchi-Bihan (kaozeal) 20 Gen 2015 da 22:39 (UTC)[respont]

D'am sonj, daoust d'ar ger bezañ un droienn ger ha ger ez eo implijet ha komprennet gant an darn vrasañ. --LapinNij (kaozeal) 21 Gen 2015 da 10:04 (UTC)[respont]
Demat, Dre astenn-ster (hervez GBAH 2001) e c'hellfe bezañ implijet evel "Kêr m'emañ ar savadur-se end-eeun" ivez. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 21 Gen 2015 da 10:12 (UTC)[respont]
Nag a draoù a gaver er geriadurioù! Din, un isprefeti zo un ti, n'hall bezañ nemet un ti, pe ar brezhoneg n'eo ket brezhoneg ken. Bianchi-Bihan (kaozeal) 21 Gen 2015 da 10:16 (UTC)[respont]
E 1931 e rae Frañsez Vallée gant : PRÉFECTURE ti ar prefed m. pl. tïez, tïer ; prefedti m. pl. ou ;--Prieladkozh (kaozeal) 21 Gen 2015 da 10:36 (UTC)[respont]

"Prefeddi" en Ar Bed Keltiek & Ar Glev, "Prefeti" e Favereau, Geriadur Brezhoneg An Here & Ménard... C'hoazh ur falskudenn. Ha mennet e vefe Bianchi-Bihan da glask distroadañ ar geriadurioù hag ar c'heriadurourien a-benn lakaat Wikipedia dindan beli e vrezhoneg dezhañ ? Lezet an dud da labourat e brezhoneg gant ar binvioù a zo bet savet gant gouizieien, ha lezet ar brezhoneg da vont war-raok : « Ni zo Charlie » ! — 2.13.87.201 21 Gen 2015 da 12:26 (UTC)[respont]

"« Ni zo Charlie » !" skrivet gant un den dizanv ! Peadra da zislonkañ gant an heug ! Mezhus eo ken ez eo !--Prieladkozh (kaozeal) 21 Gen 2015 da 12:57 (UTC)[respont]

Edagar o c'hoari an isprefed[kemmañ ar vammenn]

Ne rin ket war-dro an afer-se ken, setu e c'hallo Edgar IP ober pezh a garo.
Koulskoude e larin a-raok ne lennomp ket, Edgar IP ha me, gant ar memes lunedoù.
    1. E Geriadur Ménard, préfecture: "durée de fonction", "territoire", "édifice". Netra ken. 'Anv ebet eus ar gêr' (mankoù a vez atav er geriadurioù, en desped d'ar ouezieien, hag asur e c'hallomp bezañ en em laka Edgar dilorc'h en o zouez), ha prefeti zo "édifice ", netra ken er geriadur-se.
    2. Ha pa sellan e geriadur Favereau e lennan "prefeti Kemper", ha ... prefektur (tapet eus Al Lanv, hervez a zo skrivet). Anv ebet eus ar gêr'. Ur soñj a deu neuze da hilligañ ma spered: daoust hag awenet gant an onestiz eo Edgar IP'? Barn a raio al lenner e-unan.
    3. E DCFB ar Glew, ur skouer gant prefeddi, an ti. 'Anv ebet eus ar gêr'.
    4. An "astenn-ster", gant "prefeti" evit larout "ar gêr m'emañ ar prefeti, n'eo meneget nemet e geriadur an Here. Marteze eo Edgar en doa savet ar pennad, nemet e gamarad trec'hlidus e ve, setu perak e tifenno an dibab-se, hag e c'hoario e damm geriadurour hag e damm gouizieg. Hag ez aio da gontañ goude eo saoz pe amerikan, pe me oar, hervez an deiz hag an eur. Pe da embann Me zo Charlie, goude bezañ graet ur faskour ac'hanon, peogwir ne fell ket din daoulinañ dirak e Goran. Edgar Abkar? Bianchi-Bihan (kaozeal) 21 Gen 2015 da 16:46 (UTC)[respont]
Paouez 'ta da :
  1. ziskar ar geriadurioù, pa'z int bet savet gant tud gouiziekoc'h egedout a-galz, anat eo, ar pezh a zo nann-hollouezadiadurel a-grenn — embann da hini 'ta, ma vo c'hoarzhet un tamm ;
  2. glask gouzout piv zo piv, ar pezh a zo enep-krenn reolennoù Wikipedia — gouzout a reer piv out abalamour ma'z peus heskinet tud betek re ;
  3. zistummañ en un doare dismegañsus lesanvioù an implijerien all, evel a rez bepred, ar pezh a zo enep-krenn reolennoù sevended Wikipedia — ne c'hallez ket distummañ chomlec'hioù IP ;
  4. skrivañ amañ da soñjoù diot diazezet war vartezeadennoù diwar-benn implijerien na ouzez netra diwar o fenn — sevel a rez da istorioùigoù evit magañ da gasoni ouzh kement den a gresk dirak da zaoulagad ;
  5. ziskouez emzalc'h ur XXX, pa n'out ket unan hervez a embannez tanav — daoust d'ar pezh az peus skrivet er Wikipedia-mañ bloavezhioù-pad ;
  6. zisklêriañ ne blegi dirak den ebet pa dremenez da amzer o klask lakaat implijerien all da blegañ dirazout — brav eo goulenn un ali all hag e ziskar kerkent pa ne vez ket diouzh da c'hrad.

E forzh pe Wikipedia all e vefe stanket da gont, ar pezh a rankfes gouzout pa'z out bet skubet er-maez eus ar Wiki gallek. Reolennoù zo bet savet ha degemeret a-stroll gant implijerien Wikipedia : pleg dirazo kent c'hoari da damm ayatollah badumeger a duf war ar C'horan hep gouzout zoken e vez lavaret Allahou akbar.

E-lec'h klask lakaat diotachoù evel sac'higell da vout brezhoneg hengounel ha dont da bismigañ war ar ger-mañ-ger a zo degemeret a-gozh e brezhoneg e c'hallfes reiñ dorn da zeraouidi youlek hag oberiant evel Couiros22 ha Dishual, a zo o labourat e-keit ha ma chomez da randoniñ ha da dagañ a-benn mirout da statud emroet a vestr-kontroller ar Wikipedia brezhonek. Adskrivañ a ran : « Ni zo Charlie » !, ha lamm d'ar Brammsac'h Meur ! Ur gont a zigorin pa vi uvel a-walc'h evit bezañ un implijer evel ar re all : sevenus, holloueziadurel, seven, ha neket an hollveliour a skriv forzh petra evel ma veze abaoe re bell amzer, betek lakaat implijerien da fuloriñ gant gwir abeg.

 2.13.87.201 21 Gen 2015 da 20:57 (UTC)[respont]

Arvar ebet war Edgar[kemmañ ar vammenn]

Hervez Edgar IP 2.13.87.201 ne c'haller ket lakaat arvar war e gomzoù : pa lar emañ tra pe dra, ger pe c'her, en ur geriadur e rank bezañ, ez oc'h pedet d'hen gwelout, ha pa ne vefe ket! Pedet omp bet da glask prefeti evit ur gêr e geriadurioù FF, Ménard, ar Glew, ha ... ne oa ket. En e skouerennoù marteze?
"Paouez da ziskar ar geriadurioù" emezañ. Ma kredfed emañ o komz eus e relijion, hini ar profed Edgar, meulet ra vo e anv! Din da c'houzout n'eus bet diskaret geriadur ebet biskoazh gant evezhiadenn lenner ebet, na gant mank ebet ennañ, evel ma n'eo ket bet diskaret Geriadur Hemon gant evezhiadennoù Kervella na Klerg, na hini an Here gant evezhiadennoù Charlez ar Gall.
Ur ger ha n'emañ ket en e c'heriadurioù, ha dao! diotach! hervezañ. Ur ger a zo enne, ha dao, arabat arguzenniñ, paouez da ziskar, emezañ. N'eo ket paotr ar frankiz da gaozeal, sur ha n'eo ket marteze! Marteze out Charlie, met farouell ar filmoù kentoc'h.
Gouzout a reomp 'teus meur a gont er wikipedia-mañ, lakaet da gousket ganit evel ma ra aozadurioù zo, hag unan anezho zo bet serret peogwir ne servije dit nemet da deurel kunujennoù.
Charlie farouell out c'hoazh, pa lavarez d'an dud Reolennoù zo bet savet ha degemeret a-stroll gant implijerien Wikipedia : pleg dirazo. Ne oas ket o plegañ dirak reolenn ebet, nemet da hini, en deiz ma oas o kunujenniñ par ma c'halles, ken e oa bet ret serriñ unan eus da gontoù. Ro peoc'h gant da randonerezh un tamm.

Bianchi-Bihan (kaozeal) 22 Gen 2015 da 06:08 (UTC)[respont]

Met petra 'zo da damall da Sad Edgar? Ober pennadoù fonnus ha savet mat war danvezioù dibaot amañ, evel aljebr pe gremm derc'hanel? Marteze a-walc'h eo abalamour da se e klasker laou outañ.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 22 Gen 2015 da 12:23 (UTC)[respont]

Sell ta! Gouzout a rez eta eo Edgar an hini a lavar bezañ Charlie.
Peogwir en em welit ken alies, lavar dezhañ heuliañ e-unan ar reolennoù na gav mat nemet d'ar re all. Me, ar re all n'ouzon ket, n'em eus netra da damall dezhañ, ha ne ran forzh ez afe da gontañ bidennoù na neb a garo e selaou, met n'en deus ket da gontañ gaou db pezh zo en ur geriadur, prefeti pe a-us, na da stlepel "faskour" d'an dud, na da damall dezho "diskar ar geriadurioù" (pegen droch!) pa ne bleger ket d'e sorc'hennoù. A-hend-all e c'hall bezañ Charlie keit ha ma karo ma n'a ket d'ober reuz seul wech ma skrivañ un dra bennak: war ar memes ton e vo respontet dezhañ, hervez an ton a gemero-eñ. Bianchi-Bihan (kaozeal) 22 Gen 2015 da 12:39 (UTC)[respont]

TE an hini a ra anv bepred eus Sad Edgar, TE an hini a wel Sad Edgar e pep lec'h, GANIT-TE eo bet skrivet «Arvar ebet war Edgar». Penaos e c'hallez kendelc'her ganti evel-se goude bezañ FALSTAMALLET amañ e-pad mizvezhioù?--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 22 Gen 2015 da 12:53 (UTC)[respont]

&&&&& Bianchi-Bihan (kaozeal) 22 Gen 2015 da 14:39 (UTC)[respont]

Kleub an diskarerien geriadurioù[kemmañ ar vammenn]

Unan bennak a garfe difenn ouzhimp ober an disterañ evezhiadenn db ar geriadurioù, Avieloù (pe koranoù) santel anezho, evel-just, hag a ra ac'hanomp diskarerien geriadurioù ( a chom en o sav koulskoude) . Neuze pa gavin gerioù pe frazennoù disakr e tiskuliin divezh ar c'homzoù disakr. Bianchi-Bihan (kaozeal) 22 Gen 2015 da 18:17 (UTC)[respont]

    • E geriadur Vallée n'eo ket unvan ha stabil an doare-skrivañ. Vioù-koukoug zo ivez. Lenn a reer, war ar memes pajenn 592, "prinselez" (e pennad PRINCE) ha "priñselez" (e pennad PRINCIPAUTÉ), da skouer. Lenn ar stumm "sfins" er geriadur-se, neuze... n'eo ket sur e talvezfe en doa c'hoant Vallée da ziskouez e ranker distagañ an /n/. --Llydawr (kaozeal) 22 Mez 2014 da 20:52 (UTC)[respont]
    • Fazioù all a zo e geriadur ar Glev, arabat bezañ souezhet pa gaver unan ouzhpenn. --Yun (kaozeal) 27 Mez 2014 da 05:22 (UTC)[respont]

Dizale e teuy amañ moarvat da lavaret dimp n'hall ar ger "eskopti" talvezout nemet evit "ti an eskob", ha n'hall tamm ebet talvezout "tachennad dindan beli un eskob".--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 21 Gen 2015 da 17:04 (UTC)[respont]

Soñj am eus e oa ur skrivagner a rae gant eskoptiezh e-lec'h ober gant eskopti mann nemet abalamour da se. Ret e vo din klask. Ankouaet ec'h eus menegiñ arriagondi ivez, a zo evel eskopti, evit un douar. E Yezhadur Bras ar Brezhoneg, anavezet ganit a gredan, e lenner: TI a vez implijet gant e dalvoudegezh (abati, manati, peniti, prioldi, maerdi, ostalidi, c'hoaridi, kanndi)... Pelloc'h e skriv ar yezhadurour: Amañ ez eus e gwirionez anvioù kevrennek, peogwir o devez an dibennoù lec'h ha ti o zalvoudegezh o-unan. Gwir eo ne weler ket eskopti na prefeti el listenn (perak? n'int ket anvioù kevrennek?) met hir e vefe listenn an anvioù a vank : eskemmdi, fiñvskeudenndi, kafedi, kannaddi, kelenndi, klañvdi, komiserdi, konsuldi, rektordi... Hep ankouaat Normandi, Plijidi, Garibaldi ha sodomidi ma kerez. Bianchi-Bihan (kaozeal) 21 Gen 2015 da 18:08 (UTC)[respont]

«Me zo ur c'hloareg yaouank eus eskopti Kemper/ O vont d'ober e studi da eskopti Treger» (Metig) a vefe brezhoneg fall eta. Da c'hoarzhin.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 22 Gen 2015 da 09:22 (UTC)[respont]

Ur wech c'hoazh e lennez em linennoù traoù ha n'emaint ket enne. Ret din skrivañ en-dro, ma c'hallez kompren pezh a skrivan: Ankouaet ec'h eus menegiñ arriagondi ivez, a zo evel eskopti, evit un douar. C'hoarzhin a ran, ya, dirak da feiz fall pa glskez lakaat war gont ar re all traoù ha n'o deus ket laret. Bianchi-Bihan (kaozeal) 22 Gen 2015 da 09:49 (UTC)[respont]