Wikipedia:Krediñ e feiz vat ar genlabourerien

Eus Wikipedia

Nemet e vije anat ar c'hontrol, kredit hardizh emañ ar genlabourerien arall o klask kas ar c'harr war-raok, ha n'eo ket war-dreñv. N'eo ket ret bezañ a-du gant an holl, gallout a rit sevel a-enep da lod, met na damallit ket dezho e vijent o klask noazout pe ober droug.


Krediñ e feiz vat ar genlabourerien zo ret, rak unan eus diazezoù ar Wikipedia eo. Penegwir e vez roet tu da bep den da gemm skridoù an holloueziadur e ranker krediñ emaint o labourat evit gwellaat ar benveg, ha n'eo ket evit en gwashaat. Ma ne vije ket gwir ne vije ket wikipedia o kreskiñ dalc'hmat, ha marvet e vije kenkent ha ganet.