Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù douaroniel

Eus Wikipedia

Evel kustum ez eus bet un diviz war ar pezh a zo dereat evit envel an departamantoù gall. Gwelloc'h kas an divizoù-se war ar pajennoù savet evit-se.
Ne welan ket perak me vije ket troet anvioù an departamantoù gall peogwir ez eus un seurt hengoun evit treiñ lod anezho :

  • Hini Breizh evel-just
  • Un nebeud all evel Mezven, Pireneoù-Atlantel, Mañch, Vañde ha ur gêr all ha me oar-me. Ret e vije pennaouiñ anezho er c'helaouennoù brezhonek. --Ch. Rogel 4 Du 2006 da 18:51 (UTC)[respont]

Nevez Respontet amañ [1]--Neal 4 Du 2006 da 19:00 (UTC)[respont]

Dilec'hiet eus ur pajenn Implijer :

Brezhonekaat anvioù Departamantoù Frañs pe get[kemmañ ar vammenn]

Trugarez evit da respont. sevel ur pennadig a-ratozh am eus graet evit dont a-benn d'un tabut resis war ar poent-se. klasket e vo kaout un emglev war ar poent-mañ. a-henda-all e vo laket e pleustr ar reolennoù orin evel-just. ha gallout a ri votiñ war ar bajenn Politikerezh Envel Departamantoù Frañs (tabut) mar plij evit an doare-ober a blij ar muiañ dit? seul vuioc'ha dud a laka o soñj, seul sklaeroc'h e vo an traoù ha kaset e vo da sioul an tabut prim-ha-prim.--Neal 4 Du 2006 da 18:58 (UTC)[respont]

Da heul war Politikerezh Envel Departamantoù Frañs (tabut). --Ch. Rogel 5 Du 2006 da 00:37 (UTC)[respont]

Dwb treiñ an anvioù-lec'h oil[kemmañ ar vammenn]

Pa n'eo ket deuet an amzer e emelim e tabut watr Politikerezh (ur ger pompadus ma 'z eus unan) Envel Departamantoù e tisplegan amañ ez eus reolennoù evit treiñ an anvioù-lec'h ar yezh oil : klask sellout (pe divinout a-wechoù) ouzh diorroadur ar gerioù-se etre al latin ha galleg diwezh an Grennamzer, lakaomp.
Evel-se eo bet troet anvioù-kumun Breizh. Da skouer, Bazouges-la-Pérouse a zo deuet Bazileg-ar-Veineg pa teu Bazouges eus latin basilica.
Gant ar memes spered eo bet troet Quincy-sous-Sénart e Kenseg gant Youenn Olier ha La Remaudière Kerravaot. Martigné-Ferchaud a zo deuet da vezañ Marzhinieg e roll "ofisiel" kumunioù Breizh, met ez eus un ugentad kêrioù ha kêriadennoù e c'hellfer treiñ e-mod-se. Memestra evit ar Maizière, Mézières, La Mézière, ken niverus. Troet eo bet da vMagoer anv ar gumun nes da Roazhon, liv ar brezhoneg kozh warni.
Kemeromp skouer ar stêrioù Oise ha Somme. Dont a ra an anv eus ar substrad raklatin Samara (galian marteze, met piv oar?). E Norzh eo deuet Samara da vezañ Samma > Somme. E Su un tammig pelloc'h eo aet Samara da Issa > Oise. Echu evit ar poent, tud ! --Ch. Rogel 7 Du 2006 da 18:21 (UTC)[respont]