Wiener Neustadt
Eus Wikipedia
| Riez | Aostria |
| Rannvro / Stad kevredet | Aostria-Izel |
| Kod post | 2700 |
| Kod pellgomz | (43) 2622 |
| Maer (Bürgermeister) | Bernhard Müller (sokialour) |
| Gorread | 60.96 km² |
| Hed | 16° 15' R |
| Led | 47° 49 N |
| Uhelder | 265 m |
| Poblañs hep kontoù doubl | 39 208 (2001) |
| Stankter | 643.2/km² |
Wiener Neustadt (hungareg: Bécsi Újváros, latin: Civitas Nova Viennensis) a zo ur gêr e gevred Aostria-Izel. Diazezet e voe e 1194 gant an dug Leopold V Babenberg, eus Tiegezh Babenberg, gant an arc'hant en doa tennet eus e brizoniad Richarzh Kalon-Leon, roue [[Bro-Saoz], evit e zieubiñ.
Etre 1487 ha 1490 e oa Wiener Neustadt perzh eus Hungaria. E 1786 e voe distrujet gant ur c'hren-douar hag adsavet en doare barok.
E 1944 e voe distrujet adarre, gant bombezennoù saoz hag amerikan ar wezh-mañ. E fin an Eil Brezel-bed ne chomas nemet 18 ti en o sav diwar an 3000 a oa bet.
[kemmañ] Tud vrudet a Wiener Neustadt
- Frederig II Babenberg , dug
- Masimilian Iañ an Impalaeriezh Santel, eus an Tiegezh Habsbourg, impalaer, kentañ pried Anna Vreizh
- Maria Anna Aostria (1634-1696)
- Leonor Portugal (impalaerez)
- Ferdinand Porsche, ijinour
- Michael Haneke, leurenner
[kemmañ] Gevelliñ
Gevellet eo Wiener Neustadt gant ar c'hêrioù-mañ:
- Monheim am Rhein (Alamagn),
- Desenzano del Garda (Italia),
- Sopron (Hungaria)
- Ningbo (Sina).
