When I'm Gone (Carter Family)

Eus Wikipedia
Ur pennad When I'm Gone zo ivez.

When I'm Gone, anavezet ivez evel You're Gonna Miss Me When I'm Gone, zo ur ganaouenn saoznek savet gant A. P. Carter evit e laz, Carter Family, enrollet e 1931. Ur pennadig goude e voe enrollet ivez gant J. E. Mainer's Mountaineers ha gant Charlie Monroe.

2009[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • E 2009 eo bet treuzfurmet ar ganouenn When I'm Gone gant ar ganerez saoz Luisa Gerstein ha dreist-holl kemmesket gant ur c'hoari bugale anavezet evel cups, ma weler bugale o skeiñ tasoù plastik war un daol da verkañ al lusk. Deuet eo neuze da vezañ Cups, pe Cups (When I'm Gone), pe When I'm Gone (Cups)[1].
  • Ur bern doareoù all a gaver e-barzh YouTube, ha sdreist-holl:
    • un doare iwerzhonek, en ul lise iwerzhonek, eus ar c'hentañ
    • un doare gallek, dister, gant ur skolaj gall
    • un doare brezhonek, gant Skolaj Diwan Gwened.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]