Warta

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Warta
Ar stêr Warta e-kichen Wronki.
Statud {{{14}}}
Hirder 808 km
Uhelder an eienenn 379 m
Kas keitat 195 m³/s
Gorread an diazad 54 529 km²
Bro(ioù) douret Polonia
Diazad stêrioù
En em daol e Oder
Ledander er genoù
Andon e-kichen Zawiercie
Adstêrioù Noteć
stêr - hidrologiezh
Ar stêr Warta hag adstêrioù all an Oder

Ar Warta (Warthe en alamaneg) zo ur stêr eus Polonia, e kornôg ar vro. Un adstêr d’an Oder eo, war e lez reter.

Eieniñ a ra e proviñs Silezia, e-kichen kêr Zawiercie, er su da Częstochowa. Treuziñ a ra Polonia Vras ha tremen dre b-Poznań. E-kichen Kostrzyn nad Odrą e kember gant an Oder. Adstêr vrasañ an Oder eo ha hiroc’h egetañ eo zoken.

Bageal a c’haller a-hed tost d’an hanter eus ar stêr. Dre an Noteć, unan eus hec’h adstêrioù, ha dre Ganol Bydgoszcz e c’haller tapout ar stêr Wisła. Ur park natur zo abaoe ar bloavezh 2001 en tolead ma kej ar Warta gant an Oder.


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.