Walt Whitman

Eus Wikipedia
Walt Whitman
Walt Whitman
Walt Whitman e 1887
Obererezh Skrivagner, barzh, kazetenner
Ganedigezh d'an 31 a viz Mae 1819
e West Hills, Huntington (New York)
Marv d'ar 26 a viz Meurzh 1892
e Camden (New Jersey)
Yezh skrivañ saozneg

Sinadur

Walter Whitman, anavezetoc’h evel Walt Whitman (31 a viz Mae 181926 a viz Meurzh 1892) a oa ur skrivagner, barzh ha kazetenner eus Stadoù Unanet Amerika. Sellet a reer outañ evel unan eus pouezusañ barzhed ar Stadoù Unanet en XIXvet kantved[1] Brudet eo e zastumad barzhonegoù, Leaves of Grass, embannet evit ar wech kentañ e 1855. Derc'hel a reas Whitman da ouzhpennañ barzhonegoù d’an dastumad-se betek e varv e 1892[2].

Hervez an dud o deus studiet e vuhez hag e skridoù e oa Whitman pe heñvelreviat pe divreviat[3] Kement-se a dalvez e voe dael diwar-benn e varzhonegoù pa voent embannet evit ar wech kentañ, rak en XIXvet kantved e oa kalz a rakvarnioù a-enep an heñvelrevidi er Stadoù Unanet[4].

Kavout a reer en e skridoù ur savboent a-enep ar sklaverezh, dre vras. Hogen levezonet e oa gant ar rakvarnioù a oa e-touez an dud wenn en e amzer hag e enebiezh ouzh ar sklaverezh ne oa ket diazezet war ar gredenn e oa kevatal an holl bobloù[5].

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Franklin Evans (1842)
  • Leaves of Grass (1855)
  • Drum-Taps (1865)
  • Memoranda During the War
  • Specimen Days
  • Democratic Vistas (1871)

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]