Waldemar Kita

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Waldemar Kita (ganet e 1953) a zo un den a afer gall ha polonat.

Lunedour eo a-vicher ha krouet en deus Waldemar Kita, e 1986, ar gevredigezh Cornéal, deut da vezañ 20 vloaz war-lerc’h an hini gentañ e Bro-C’hall hag ar pevare hini en Europa evit meizadur ha krouidigezh ferennoù evit al lagad a-benn servij da vezegiezh ar c'hararakt.

Ouzhpenn da vedisinerezh al lagad e labour Cornéal (56 milion a euroioù a c'hounidoù e 2005) war ar genedouriezh a drugarez d’an drenkenn hialuronek (Juvederm®, Surgiderm®) produet ganto a-benn dilemel roufennoù kroc’hen an dremm. Waldemar Kita en deus gwerzhet Cornéal e miz Kerzu 2006 d’ar gevredigezh amerikan Allergan evit 180 million a euroioù.

Mell-droad[kemmañ]

Waldemar Kita a zo bet c’hoarier mell-droad, eñ eo a vere ar c’hlub suis FC Lausanne-Sport adalek 1998 betek 2001. Eñ eo en dije kaset ar c’hlub-se d’ar freuz-stal daoust ha m’en doa kuitaet ar c’hlub abaoe daou vloaz dija. Klasket en doa prenañ FK Naoned e 1998 met ar c’huzul merañ en doa dibabet ar Socpresse. A-benn ar fin e teu da vezañ prezidant FK Naoned e miz Eost 2007 goude bezañ bet prenet ar c’hlub evit 10 milion a euroioù digant Dassault.