Vulgat
.
Ar Vulgat (pe Vulgata) a zo un droidigezh eus ar Bibl e latin, graet gant sant Hieronimos e Betleem etre 390 ha 405.
Taolenn |
An anv[kemmañ]
Dont a ra an anv eus an anv-gwan latin "vulgata", a dalveze e oa graet evit an holl, diwar an anv-kadarn "vulgus", engroez.
Istor[kemmañ]
En amzer-se eo al latin, yezh ofisiel Impalaeriezh Roma, a oa deuet da vezañ yezh ofisiel an Iliz (katolik ha roman). Betek-hen e oa bet troet skridoù eus ar gregach (yezh ar Pevar Aviel) d’al latin. Meur a droidigezh latin a oa, ha disheñvel e oa ar stummoù, hervez ar broioù. C’hoant-unvaniñ a oa bet neuze, ha gant ar pab Damasus Iañ e voe goulennet ouzh Hieronimos sevel ur skrid a vefe unvan hag a vefe roet d'an holl gristenien.
Labour Hieronimos[kemmañ]
Kregiñ a reas Hieronimos da dreiñ an Testamant Nevez, a oa e gregach betek-hen, e 382. Hag e 385 e stagas gant an Testamant Kozh. Met un afer all e oa. Skridoù gregach a oa, met an hebreeg an hini e oa ar yezh orin. Se zo kaoz ez eas Hieronimos da Balestina, war an dachenn eta, da c’houlennata ar ouizieion yuzev, desket war an hebreeg. Falvezout a rae dezhañ adkavout ar veritas hebraica a oa a-drek an herezh gregach. 15 vloaz e pado kas an erv da benn.
An doare-se da glask hengoun ar rabined evit sevel skrid ar Bibl kristen, a oa gwelet evel komz Doue, a zisplije kenañ da sant Eosten ha da Rufin, a gave dezho ne oa nemet treiñ Bibl an Dek ha Tri-Ugent, a oa bet troet diwar an hebreeg d'ar gregach.
Labour Hieronimos a oa treiñ an holl levrioù a oa e korf Bibl an Dek ha Tri-Ugent. Seveniñ e gefridi a reas, hogen lakaat a reas un notenn-displegañ a-raok, a vez graet ar "Prologue Galaetus" anezhi. An notenn-se a voe eilskrivet a-hed ar Grennamzer .
E 405 e voe echuet e labour gant Hieronimos. Legadiñ a rae da ilizoù ar C’hornog un teñzor uhelbriz, ar Vulgat, ar Bibl e latineg.
Brud[kemmañ]
Gutenberg, a ijinas al lizherennoù lem-laka, a reas da Vibl Hieronimos an enor da vezañ ar c’hentañ levr moulet e 1456. Pa savas ar Brotestantiezh, a vrude ar Bibl e-touez ar bobl, e falvezas d’an Iliz Katolik kreñvaat he c’helennadurezh. E sened-iliz Trento (1545-1563) e voe embannet e oa skrid Hieronimos a oa kelennadurezh an Iliz (1546). Ar skrid a voe diazezet gant ar pab Sikstus V e 1590. E 1593 e voe embannet ur stumm adwelet ha daskemmet dindan Klemañs VIII.
Liamm[kemmañ]
- (la) Skrid latin ar Vulgat , embannadur elektronek
- Samuel Berger, Histoire de la Vulgate pendant les premiers siècles du Moyen Age (Paris 1893).