Volkssturm

Eus Wikipedia
Volkssturm
military branch
Deiziad krouiñ1944 Kemmañ
BrezelEil Brezel-bed, Vistula–Oder Offensive, Battle of Königsberg, Siege of Breslau, Battle in Berlin Kemmañ
Korf an armeStrollad Broadel Sokialour al Labourerien Alaman Kemmañ
StadTrede Reich Kemmañ
Lec'hTrede Reich Kemmañ
Aozadur mammWehrmacht Kemmañ
Brec'henn Volkssturm
Gradoù Volkssturm : Gruppenführer (1), Zugführer (2), Kompanieführer (3), Bataillonsführer (4)

Volkssturm (diwar an alamaneg Volk (pobl) ha Sturm (barr-amzer, arnev pe argadenn) a oa ur sav poblel alaman e bal stourm dre ma ne oa ket niverus a-walc'h soudarded ar Wehrmacht e dibenn an Eil Brezel-bed. Izili Volkssturm a vrezelias e Berlin ha war dalbenn ar reter.

Izili Volkssturm o teskiñ penaos implijout ar Panzerfaust (miz Meurzh 1945)

Gant ar jeneral Heinz Guderian e voe kinniget ma vefe aozet ar Volkssturm, da sikour an arme drastet. Krouet e voe neuze gant Hitler. Ul lodenn eus NSDAP e oa Volkssturm ha lakaet e voe dindan renerezh ar Gauleitered ha n'eo ket dindan hini pennoù-bras an arme. Volkssturm a voe aozet ez-ofisiel d'an 18 a viz Here 1944. An devezh-se eo e voe embannet ur galv da aozañ ur milis broadel da zifenn ar vro. E Volkssturm e oa an holl baotred etre 16 ha 60 vloaz : krennarded, bugale, paotred kozh pe re glañv. Ar re gozh, ar re glañv hag ar re bet reformet ne wiskent unwisk ebet, nemet ur vrec'henn, ar pezh a sikouras anezho da zizertiñ p'en em gavas an Arme Ruz.

Daou bal a voe lakaet da Volkssturm :

  1. Kreñvaat difenn ar Reich a oa en arvar
  2. Lakaat lod brasañ ar boblañs dindan renrezh an arme, evit ma ne aozfe ket an dispac'h

Lakaet e voe dindan renerezh Himmler. Sañset e oa dek million a dud e Volkssturm, met an hanter anezho nemetken a oa gouest da vrezeliñ. Izili Volkssturm a oa o labourat pe war dachenn ar greanterezh brezel, pe e-barzh aozadurioù difenn. Peurliesañ e vezent gwisket gant dilhad sivil pe unwiskoù adtapet. Peurliesañ n'od doa nemet fuzuilhoù da armoù, pe armoù all bet dastumet war dalbenn ar reter. Pa voe ret difenn Berlin e voe roet kalz Panzerfaustoù da izili Volkssturm. Un arm aes da zougen e oa, ha kalz tankoù rusian a voe distrujet ganto. Izili Volkssturm a veze paeet nemet ma stourment en un doare splann.

Izili Volkssturm e-kichen Berlin, miz Meurzh 1945

Ne oa ket talvoudus-tre Volkssturm a-fet stourm, rak ne oa ket bet gourdonet mat an dud, ha n'o doa ket kalz armoù. Izili Volkssturm a voe e-touez ar stourmerien ziwezhañ a vrezelias a-enep an Arme Ruz e Berlin e-pad emgann Berlin.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]