Vogalennoù a gentañ renk

Eus Wikipedia
Gwelit ivez: LFE, Kensonennoù
A-raok Tost a-raok Kreiz Tost a-dreñv A-dreñv
Serr
i • y
ɨ • ʉ
ɯ • u
ɪ • ʏ
• ʊ
e • ø
ɘ • ɵ
ɤ • o
ɛ • œ
ɜ • ɞ
ʌ • ɔ
æ •
a • ɶ
ɑ • ɒ
Peuzserr
Damserr
Etre
Damzigor
Peuzdigor
Digor
Ront eo ar vogalennoù a-zehoù e pep par

Er yezhoniezh e vez implijet an termen vogalenn a gentañ renk (saoz.: cardinal vowel) war tachenn ar fonologiezh hag ar fonetik evit komz eus ur rummad vogalennoù resis hag a dalvez da daveennoù diazez evit gallout deskrivañ lec'h distagañ holl vogalennoù ur yezh resis, da skouer bez e c'heller deskrivañ ar vogalenn "i" e brezhoneg dre he c'heñveriañ gant ar vogalenn a gentañ renk [i].

Peuraozet e oa bet ar reizhiad implijet bremañ gant ar fonetikour Daniel Jones e penn-kentañ an XXvet kantved diwar kealioù bet diazezet abretoc'h gant fonetikourion evel Ellis and Bell dreist-holl.

Lec'hiadurioù uhelañ an teod o klotaat gant ar vogalennoù a-raok a gentañ renk
Uhelderioù an teod pa distager pep vogalenn a gentañ renk lakaet keñver-ouzh-keñver
Lec'hiadurioù uhelañ an teod o klotaat gant ar vogalennoù a-dreñv a gentañ renk
Ur skeudennig voas o tiskwel lec'hiadur an holl vogalennoù a-gentañ renk

Termenet e vez teir eus ar vogalennoù a gentañ renk (anvet a-wezhioù "vogalennoù korgn") hervez bep o lec'h distagañ:

[i]: produet gant ar teod an uhelañ hag ar muiañ a-raok posupl er genoù en ur leuskel an aer da redek hep daravat ha gant an diweuz plaen pe stegn;
[ɒ]: produet gant ar teod an izelañ hag ar muiañ a-dreñv posupl er genoù en ur leuskel an aer da redek hep daravat;
[u]: produet gant ar teod an uhelañ hag ar muiañ a-dreñv posupl er genoù en ur leuskel an aer da redek hep daravat ha gant an diweuz rontaet;

Termenet e vez ar vogalennoù a gentañ renk all hervez lec'hiadur an teir vogalenn diazez ([i,ɒ, u] dre isrannañ egor ar genoù a-serzh e tammoù heñvel o hirder evel-hen:

Pevar derez digoradur ue uhelder:
Serr (teod uhelañ)
Peuzserr
Peuzdigor
Digor (teod izelañ).

Ouzhpenn e vez isrannet egor ar genoù dre e hed evel-hen:

Pevar derez a-led:
A-raok (teod an tostañ ouzh penn a-raok ar genoù)
Tost a-raok
Tost a-dreñv
A-dreñv (an teod an tostañ ouzh foñs ar genoù)

Eizh vogalenn a gentañ renk ez eus en holl neuze, plaen an holl vogalennoù a-raok ha ront an holl vogalennoù a-dreñv:

Vogalennoù a gentañ renk plaen (a-raok):
[i, e, ɛ, a]
Vogalennoù a gentañ renk ront (a-dreñv):
[u, o, ɔ, ɑ]

Ma vez eilpennet an doare gweuzadur e produer an eizh vogalennoù a eil renk, kalz raloc'h e yezhoù ar bed evit ar vogalennoù a gentañ renk kavet e holl yezhoù ar bed:

Vogalennoù a eil renk ront (a-raok):
[y, ø, œ, ɶ]
Vogalennoù a eil renk plaen (a-dreñv):
[ɯ, ɤ, ʌ, ɒ]

Vogalennoù all ez eus dre lakaat da dalvout lec'hiadurioù etre ar re bennañ meneget a-us, dreist-holl meur a vogalenn greiz.

Gwelit ivez:[kemmañ | kemmañ ar vammenn]