Vogalenn serr-etre a-raok ront

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Vogalennoù
Gwelit ivez: LFE, Kensonennoù
A-raok Tost a-raok A-greiz Tost a-dreñv A-dreñv
Serr
Blank vowel trapezoid.svg
i • y
ɨ • ʉ
ɯ • u
ɪ • ʏ
• ʊ
e • ø
ɘ • ɵ
ɤ • o
ɛ • œ
ɜ • ɞ
ʌ • ɔ
æ •
a • ɶ
ɑ • ɒ
Damserr
Serr-etre
Etre
Digor-etre
Damzigor
Digor
Ront eo ar vogalennoù a-zehoù e pep par
LFE – niverenn 310
LFEunicode ø
LFE – skeudenn {{{imagesize}}}
X-SAMPA 2
Selaou 

Unan eus ar vogalenn a eil renk eo ar vogalenn serr-etre a-raok ront treuzskrivet [ø] hervez reolennoù al lizherenneg fonetikel etrebroadel, ganti an niverenn dave 310. Klotaat a ra gant ar vogalennoù a gentañ renk [e].

E brezhoneg e talvez ar vogalenn talvez ar [ø] da alofonenn an arc'hfonem |Œ| e vogalennou berr, d.s. "meurded" ['mœrdet] keit ha ma kavet an alofonenn digor-etre a-raok ront [œ] e pa ver hir ar vogalenn, d.s. "breur" ['brø:r].







Skouerioù[kemmañ]

Yezh Ger LFE Ster
Brezhoneg breur ['brø:r] '-'
Daneg købe [ˈkøːb̥ə] 'pernañ'
Izelvroeg |keuken [køːkən] 'kegin'
Galleg peu [pø] 'nebeut'
Alamaneg schön [ʃøːn] 'kaer'
Hungareg nő [nøː] 'maouez'

Vogalenn etre a-raok ront[kemmañ]

E yezhoù 'zo , en o zouez ar japaneg, ar soazneg unvan (R.U.), ar spagnoleg, ar c'horeaneg hag an turkeg, e kaver ur vogalenn etre a-raok disheñvel-mik koulz diouzh ar vogalenn serr-etre a-raok plaen [ø] hag diouzh ar Vogalenn digor-etre a-raok ront [œ]. Neaozh, dre ma n'anavezer yezh ebet ma vez enebiet ganti an teir vogalenn-se war un dro n'eus arouezenn ispisial ebet evit treuzskrivañ ar vogalenn etre-se ha peurliesañ e reer gant an arouezenn [ø] hepmuiken pe c'hoazh mar bez ezhomm gant ar sin diakritek ispisial a dalvez da verkañ ar fed m'emañ produet ur vogalenn izeloc'h evit boaz, da skouer [ø̞̞].

Skouerioù[kemmañ]

Amañ eo bet graet war-eeun gant an arouezenn [ø] kentoc'h evit [ø̞] evit eeunaat an treuzskrivadurioù:

Yezh Ger LFE Ster
Hungareg öl [øl] 'lazhañ'
Turkeg göz [ɟøz] 'lagad'

Gwelit ivez:[kemmañ]