Ront eo ar vogalennoù a-zehoù e pep par
Unan eus ar vogalennoù a gentañ renk eo ar vogalenn serr-etre a-raok plaen treuzskrivet [e] hervez reolennoù al lizherenneg fonetikel etrebroadel, ganti an niverenn dave 302.
A-wezhoù e vez kavet ar vogalenn [e] evel ur fonem disheñvel diouzh [ɛ] evel e brezhoneg hag a-wezhoù e vez kavet koulz /e/ hag /ɛ/ evel alofonennoù an arc'hfonem |E|
Vogalenn etre a-raok plaen [kemmañ]
E meur a yezh, en o zouez ar japaneg, ar soazneg unvan (R.U.), ar spagnoleg, ar c'horeaneg hag an turkeg, e kaver ur vogalenn etre a-raok disheñvel-mik koulz diouzh ar vogalenn serr-etre a-raok plaen [e] hag diouzh ar vogalenn digor-etre a-raok plaen [ɛ]. Neaozh, dre ma n'anavezer yezh ebet ma vez enebiet ganti an teir vogalenn-se war un dro n'eus arouezenn ispisial ebet evit treuzskrivañ ar vogalenn etre-se ha peurliesañ e reer gant an arouezenn [e] hepmuiken pe c'hoazh mar bez ezhomm gant ar sin diakritek ispisial a dalvez da verkañ ar fed m'emañ produet ur vogalenn izeloc'h evit boaz, da skouer [e̞].
Amañ eo bet graet war-eeun gant an arouezenn [e] kentoc'h evit [e̞] evit eeunaat an treuzskrivadurioù:
Gwelit ivez: [kemmañ]