Ront eo ar vogalennoù a-zehoù e pep par
Unan eus ar vogalenn a eil renk eo ar vogalenn serr-etre a-dreñv plaen treuzskrivet [ɤ] hervez reolennoù al lizherenneg fonetikel etrebroadel, ganti an niverenn dave 315. Klotaat a ra gant ar vogalennoù a gentañ renk [o].
Disheñvel eo an arouezenn-mañ diouzh homañ [ɣ] hiroc'h he lost, implijet evit treuzskrivañ ar gensonenn drekstaon dre daravat mouezhiet.
Vogalenn etre a-dreñv plaen [kemmañ]
E meur a yezh e kaver ur vogalenn etre a-dreñv disheñvel-mik koulz diouzh ar vogalenn serr-etre a-raok plaen [ɤ] hag diouzh ar vogalenn digor-etre a-dreñv plaen [ʌ]. Neaozh, dre ma n'anavezer yezh ebet ma vez enebiet ganti an teir vogalenn-se war un dro n'eus arouezenn ispisial ebet evit treuzskrivañ ar vogalenn etre-se ha peurliesañ e reer gant an arouezenn [ɤ] hepmuiken pe c'hoazh mar bez ezhomm gant ar sin diakritek ispisial a dalvez da verkañ ar fed m'emañ produet ur vogalenn izeloc'h evit boaz, da skouer [ɤ̞].
Amañ eo bet graet war-eeun gant an arouezenn [ɤ] kentoc'h evit [ɤ̞] evit eeunaat an treuzskrivadurioù:
Gwelit ivez: [kemmañ]