Vltava
Eus Wikipedia
Ar Vltava (distagañ : [1]), en alamaneg : Moldau, a zo ur stêr a red er Republik Tchek. Un adstêr eus ar stêr Elbe eo.
Gerdarzh [kemmañ]
Dont a rafe an anvioù tchekek Vltava hag alamanek Moldau eus ar gerioù alamanek kozh wilt ahwa a dalvezefe kement ha « dour gouez ».
Douaroniezh [kemmañ]
E koadoù Bohemia emañ hec'h andon, ha redek a ra a-dreuz Bohemia, eus ar su betek an norzh war 430 km hag en em deurel a ra er stêr Elbe. Redek a ra e Praha, dindan Pont Charlez. Implijet e vez red ar stêr da lakaat meur a greizenn dourdredanel da vont en-dro.
Awen [kemmañ]
Gant ar Vltava eo bet awenet ar sonaozer Bedřich Smetana, hag a savas ur barzhoneg simfonienn a gaver en e oberenn Má Vlast (Ma Broad). Anavezetoc'h eo gant hec'h anv alamanek Moldau.
Pontoù a-us ar Vltava e Praha