Vittoria Farnese (1618-1649)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ur bajenn disheñvelout Vittoria Farnese zo.
Vittoria Farnese

Vittoria Farnese (Parma 1618-1649) a oa merc'h da Ranuccio Iañ Farnese, dug Parma ha Piacenza, ha da Margherita Aldobrandini, nizez d'ar pab Klemañs VIII.

Dimeziñ ha bugale[kemmañ]

E 1648 e timezas da Francesco Iañ d'Este, Dug Modena ha Reggio, intañv goude marv e bried kentañ, Maria Farnese, a oa c'hoar dezhi, dimezet dezhañ en 1631[1].

Maria he devoa bet nav bugel, a-raok mervel en 1646. Vittoria n'he devo nemet ur verc'h, Vittoria (1649-1656), hag a varvo da 7 vloaz.[2].

Vittoria Farnese a varvas goude genel he merc'h. Francesco ac'h addimezas e 1654 da Lucrezia Barberini e Loreto [3].

Notennoù[kemmañ]

  1. Site de généalogie
  2. Site de généalogie
  3. Site de généalogie