Vittoria Colonna (barzhez)
- Di così nobil fiamma Amor mi cinse,
Ch'essendo spenta, in me vive l'ardore;
Nè temo nuovo caldo, che 'l vigore
Del primo foco mio tutt' altri estinse.
E-barzh ar Rime.
Vittoria Colonna (1490 - 1547), ganet e Marino (Italia), markizez Pescara, a oa ur skrivagnerez italian e deroù ar XVIvet kantved, ha brudet he barzhoniezh.
He buhez [kemmañ]
Vittoria Colonna, merc'h da Fabrizio Colonna, konestabl Rouantelezh Naplez, ha da Agnese da Montefeltro, a oa ganet e Marino (Italia), kreñvlec'h an tiegezh Colonna, nepell diouzh Roma.
Desket mat e voe, hag a-vihanik e oa troet gant al lennegezh.
Kalz a wazed a glaske kaout he dorn, en o zouez e oa dug Savoia ha hini Braganza, met da 19 vloaz e timezas hervez he c'hoant da Francesco Ferrante d'Ávalos, mab da Fernando de Avalos, markiz Pescara, jeneral d'an impalaer Karl V. En enez Ischia e voe graet an eured.
Barzhoniañ [kemmañ]
Mignonez e oa d'ar c'hizeller ha livour Michelangelo. Barzhonegañ a rae-hi, hag e-touez gwellañ heulierien Petrarca eo bet lakaet.
Liammoù diavaez [kemmañ]
- (it) Rime (1982), testenn leun "Scrittori d'Italia" Laterza
- Vittoria Colonna hag he chomadenn en Ischia