Vitellozzo Vitelli

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Vitellozzo Vitelli-di Luca Signorelli
Plakenn-gounañ Senigallia.
(En diadreñv, a gleiz da zehoù, ) Cesare Borgia ar genou a c'hourc'hemennas - Machiavelli an hini a gontas - ha Michelotto Corella an dorn a vuntras Vitellozzo Vitelli.

Vitellozzo Vitelli, ganet en 1458 e Città di Castello, e proviñs Peruggia en Ombria - marvet en 1502 e Senigaglia, er Marche a oa un den a ouenn uhel hag unan eus ar gwellañ condottieri en Italia ar XVvet kantved, da vare an Azginivelezh italian.

Mab e oa da Niccolò Vitelli, breur da Paolo, Giulio, Giovanni ha Camillo, soudarded eveltañ. Breureg e oa da Oliverotto da Fermo, ha deuñv da Paolo Orsini. Kont Montone, aotrou Città di Castello, Monterchi hag Anghiari e oa.

Aozañ a reas un doare soudarded nevez war droad, gant goafoù hir ha sabrinier ha krouiñ ur bagad brezelourien armet gant akebutoù. Brezeliñ a reas evit Firenze a-enep Pisa hag en 1496 ez eas gant Gallaoued Charlez VIII, gant ar re Orsini evit diframmañ rouantelezh Naplez digant Aragoniz, a oa skoazellet gant ar pab Alesant VI,

Brezeliñ a reas gant Cesare Borgia, disfiz a voe etrezo, ha lazhet e voe gantañ dre dreitouriezh.

Vitellozzo Vitelli hag Oliverotto da Fermo a voe krouget d'an 31 a viz Kerzu 1502 gant pennmuntrer Cesare Borgia, Michelotto Corella.[1].

Skoazeller an arzourien[kemmañ]

Sikouret e voe Vitellozzo Vitelli gant Leonardo da Vinci en e vrezelioù (1502). Skoazell a roas d'an arzourien e Città di Castello evel Raffaello, Luca Signorelli ha Giorgio Vasari.

Levr[kemmañ]

Anv zo anezhañ en ul levr gant Niccolò Machiavelli, Descrizione del modo tenuto dal Duca Valentino nello ammazzare Vitellozzo Vitelli, Oliverotto da Fermo, il Signor Pagolo e il duca di Gravina Orsini.

Notennoù[kemmañ]

  1. Moi et les Borgia mémoires horrifiques et burlesques de Michelotto Corella, tueur attitré de César Borgia, gant Jean Canolle, Robert Laffont 1978, Paris

Pennad kar[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]

  • [1]Emboltred Luca Signorelli gant Vitellozzo Vitelli (etre 1500 ha 1503)