Virginia Apgar

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Virginia Apgar e 1966

Virginia Apgar (7 a viz Even 1909 - 7 a viz Eost 1974) a oa ur vedisinez anesteziourez amerikanez. Ganti eo bet krouet prouad Apgar.

Kregiñ a reas gant studioù war ar surjianerezh a-raok mont war-zu an anestezerezh. Dont a reas da vezañ renerez departamant an anestezerezh e skol-veur Columbia. E 1953 e tiazezas prouad Apgar hag a vez graet gantañ evit priziañ yec'hed ar vugale nevez ganet.