Violeta Parra

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Violeta del Carmen Parra Sandoval

Violeta del Carmen Parra Sandoval (14 a viz Du, 1917 e San Carlos - 5 a viz C'hwevrer, 1967) a oa un arzourez brudet a vro Chile. He zad, ur skolaer, a oa boas da zastum kanaouennoù pobl. Rankout a reas Violeta dilezel abred he studioù evit sikour he zud er parkeier. Abred-tre ivez e savas he c'hanaouennoù kentañ gant ar gitar. En em staliañ a reas e Santiago Chile a-raok he ugent vloaz. Kanañ a raio neuze kanaouennoù poblel ha romantel en ostalerioù, er radioioù... a-raok divizout sevel ha kanañ kanaouennoù folk. Mont a reas e darempred e 1937 gant Luis Cereceda. Gantañ he do daou vugel : Isabel hag Angel. Kenderc'hel a reas da ganañ ha da zastum kanaouennoù evel ma rae he zad araozi. E 1948 e tispartias eus Cereceda a-raok dimeziñ a-nevez. Div blac'h he do neuze : Carmen Luisa ha Rosita Clara. E 1953 e voe gopret gant Radio Chili pezh a sikouro kalz evit brudañ anezhi. He labour dastum a gendalc'has gant he sonenroller hag he gitar er vro a-bezh. Klask a rae saveteiñ ar muiañ a ganaouennoù a-raok ma vefent ankouaet gant an holl. E 1954 e c'hounezas priz Caupolicàn, roet d'ar folklorour ar bloavezh. Pedet e voe neuze da fest ar yaouankiz Polonia, a-raok treuziñ an Unaniezh Soviedel.

Bevañ a reas e Pariz e-pad 2 vloaz, lec'h ma enrollas he fladennoù kentañ. Distreiñ a reas da Chile e 1956, lec'h ma krouas ha ma renas Mirdi an Arzoù Pobl e kêr Concepción. Distreiñ a reas da Santiago daou vloaz war-lerc'h. Stagañ a reas eno gant al livañ.

Violeta Parra a yeas da veajiñ da Vuenos Aires e 1961, ha da Europa da heul, gant Isabel hag Angel, ha chom a reas tri bloaz e Pariz, lec'h ma raio diskouezadegoù ha sonadegoù. An arzourez kentañ eus Su Amerika degemeret el Louvre evit un diskouezadeg personel eo bet. Distreiñ a reas a-nevez e Chile e 1965, lec'h ma stalias ur gaborell, a veze graet anezhi "kaborell ar rouanez" ganti, a-raok hervezi dont da vezañ ur greizenn sevenadurel gouestlet d'ar folklor. Kanañ a reas asambles gant Gilbert Favre e Bolivia e 1965. Distroet e Chile, e savas he daou don diwezhañ enrollet gant he bugale asambles gant ar soner a vro Uruguay Alberto Zapicán. En em zistruj a reas e-barzh he gaborell d'ar 5 a viz C'hwevrer, 1967. Hanterkant vloaz e oa.

He c'hanaouenn anavezetañ Gracias a la vida, a zo bet brudet-tre er Stadoù-Unanet gant ar ganerez Joan Baez, a zo unan eus ar re anavezetañ er broioù spagnolek.

Liammoù liesseurt[kemmañ]