Vinstrihreyfingin - grænt framboð

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Strollad glas an tu kleiz (islandeg :Vinstrihreyfingin - grænt framboð) a zo ur strollad politikel islandat bet krouet e 1999 gant un nebeud dilenndi en Alþingi a savas a-enep kendeuziñ strolladoù an tu kleiz islandat e Samfylkingin. Diazezet eo programm ar strollad war ar sokialouriezh demokratel, ar wregelouriezh ha difenn an endro. Stourm a ra ivez evit ma kemerfe perzh ar geodedourien e merañ o bro war-eeun. Sevel a ra a-enep emezeliñ Island e NATO, a-enep ma'z afe Island en UE, hag a-enep aloubadeg Iraq hag Afghanistan gant arme SUA. Sevel a ra ivez a-du gant stourm ar Balestiniz. Ezel eo eus Unvaniezh c'hlas ha kleiz an Norzh.

E-tro 3 000 ezel a zo ennañ. Steingrímur J. Sigfússon eo a zo prezidant ar strollad, Katrín Jakobsdóttir a zo bezprezidantez, ha Drífa Snædal a zo sekretourez.

Da-geñver dilennadeg ar parlamant e 1999 e tapas kaout 9,1% eus ar mouezhioù, da lavaret eo 6 dileuriad en Alþingi. 5 dileuriad a dapas e dilennadeg 2003 (8,8%) hag e 2007 e tapas kaout 9 dileuriad (14,3% eus ar mouezhioù).

E 2009 e kemeras perzh er gouarnamant kenunaniezh gant Samfylkingin. En dilennadeg da-heul e kreskas e niver a gannaded (9 da 14) ha e teuas da vezañ trede strollad politikel brasañ Island (21,7% eus ar mouezhioù).

En dilennadegoù[kemmañ]

Dilennadeg Niver a vouezhioù Dregantad Dileuridi Disoc'h an dilennadeg
Dilennadeg parlamant Island 1999 15 115 9,1% 6 Trec'h Strollad ar frankiz
Dilennadeg parlamant Island 2003 16 129 8,8% 5 Trec'h Strollad ar frankiz
Dilennadeg parlamant Island 2007 26 136 14,3% 9 Trec'h Strollad ar frankiz
Dilennadeg parlamant Island 2009 40 580 21,7% 14 Trec'h an Emglev sokial-demokrat

Kannaded ha ministred[kemmañ]

Anv Abaoe Titl Pastell-vro
Steingrímur J. Sigfússon Steingrímur J. Sigfússon.jpg an 23 a viz Ebrel 1983 Prezidant ha ministr an argant, al labour-douar hag ar peskerezh pastell-vro biz
Katrín Jakobsdóttir Katrín Jakobsdóttir.jpg an 12 a viz Mae 2007 kenbrezidantez ha ministrez an deskadurezh pastell-vro Reykjavíkurkjördæmi norður
Ögmundur Jónasson Ögmundur Jónasson.jpg an 8 a viz Ebrel 1995 ministr ar yec'hed pastell-vro gevred
Kolbrún Halldórsdóttir Kolbrún Halldórsdóttir.jpg an 8 a viz Mae1999 ministr an endro pastell-vro Reykjavíkurkjördæmi suður
Jón Bjarnason Jón Bjarnason.jpg an 8 a viz Mae 1999 kannad pastell-vro gwalarn
Álfheiður Ingadóttir Álfheiður Ingadóttir.jpg an 12 a viz Mae 2007 kannad pastell-vro Reykjavíkurkjördæmi suður
Árni Þór Sigurðsson Árni Þór Sigurðsson.jpg an 12 a viz Mae 2007 kannad pastell-vro Reykjavíkurkjördæmi norður
Atli Gíslason Atli Gíslason.jpg an 12 a viz Mae 2007 kannad pastell-vro su
Þuríður Backman Þuríður Backman.jpg an 8 a viz Mae 1999 kannad pastell-vro biz

Notennoù[kemmañ]


Liammoù diavaez[kemmañ]