Vincent Debaty

Eus Wikipedia

Vincent Debaty a zo ur rugbier gall ganet e Woluwe-Saint-Lambert (Belgia) d'an 2 a viz Here 1981. C'hoari a ra er renk gentañ evit ASM Clermont Auvergne abaoe 2008.

Remerket eo bet Debaty e 1999 er Roc'hell pa oa oc'h ober ur staj du-hont gant c'hoarierien belgiat ha goude-se en deus c'hoariet dindan roched ar Stade Rochelais tri bloaz. Da c'houde en deus tremenet pevar bloaz e Katalonia en ur c'hoari evit Perpignan a-raok mont da Agen. Abalamour da ziskenn ar c'hlub e Pro D2 n'eo ket bet nemet ur bloaz er SUA. Erruet eo e Clermont e 2008 hag implijet e vez evitañ dreist-holl evel eilc'hoarier.

Daoust dezhañ bezañ bet ganet e Belgia en deus graet an dibab da c'hoari evit skipailh rugbi Frañs dindan 21 bloaz e 2001. Nemet div wech eo bet dibabet evit skipailh rugbi Frañs.


Kluboù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 1999-2001. Stade Rochelais
  • 2001-2007. USA Perpignan
  • 2007-2008. SU Agen
  • 2008-2011. ASM Clermont Auvergne