Vimisoyeg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Vimisoyeg
(Wymysöryś)
Lec'hiañ Wilamowice e Polonia

Hogozik marv
Perzhioù
Komzet e : Polonia
Rannved : Wilamowice
Komzet gant : ~ 100
Familh-yezh : Yezhoù indezeuropek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : -
Akademiezh : -
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 -
ISO 639-2 -
ISO 639-3 wym
Kod SIL -
Deuit da welet ivez Yezh.


Ur yezh c'hermanek eus skourr germanek ar c'hornôg eo ar vimisoyeg (wymysöryś) komzet gant tro-dro da 100 den nemetken er gêr vihan anvet Wilamowice (vimisoyeg: Wymysoj) war ar vevenn etre Silezia ha Polonia Vihan.


Taolenn

[kemmañ] Istor

Diorroet e oa bet ar vimisoyeg war diazez yezhoù alamanek ar c'hreiz en XIIvet kantved, levezonet-don war an dro gant ar sakseg izel, an izelvroeg, ar frizeg, ar poloneg hag an hensaozneg.

An dud eus Wilamowice o deus lâret a-viskoazh ez eus Izelvroiz anezhe ha n'eo ket Alamaned. Komzet e veze vimisoyeg evel yezh voutin an dud e Wilamowice betek 1945-1949. Goude an eil brezel bed avat e voe difennet implijout ar yezh gant ar gouarnamant lec'hel ha daoust ma voe bet chomet a-sav da difenn implij ar yezh e 1956 e oa aet kalz war wanaat dija ha kemeret e oa bet he flas gant ar poloneg tamm-ha-tamm, dresit-holl gant ar re yaouank.

Ur yezh en arvar an hini eo abalamour d'an diouer a dud barrek war ar yezh hag ivez dre ar fed ma'z eo kozh a-walc'h dre vras an dud a ra ganti.









[kemmañ] Al lizherenneg vimisoyeg

a, ao, b, c, ć, d, e, f, g, h, i, j, k, ł, l, m, n, ń, o, ö, p, q, r, s, ś, t, u, ü, v, w, y, z, ź, ż
A, AO, B, C, Ć, D, E, F, G, H, I, J, K, Ł, L, M, N, Ń, O, Ö, P, Q, R, S, Ś, T, U, Ü, V, W, Y, Z, Ź, Ż

[kemmañ] Mont pelloc’h ganti

[kemmañ] Gwelet ivez

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all