Viktor Tcherkesov

Eus Wikipedia
Er bloaz 2000

Viktor Vasilyevitch Tcherkesov (ruseg : Ви́ктор Васи́льевич Черке́сов), bet ganet e Leningrad d'an 13 a viz Gouere 1950, zo ur pennofiser e Surentez Rusia.

E 1975 e voe anvet er Poellgor evit Surentez ar Stad (Komitet Gosudarstvennoy Bezopasnosti, KGB).
Etre 1992 ha 1995 e voe e penn an FSB e Sant-Petersbourg.
Etre 2000 ha 2003 e voe gourprefed rannvro ar C'hornôg. Abaoe 2003 emañ e penn ar servijoù stourm a-enep an drammoù.

Tost-tre da Vladimir Poutin eo.