Viktor Orbán

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Viktor Orbán e miz Kerzu 2010

Viktor Orbán (pe Orbán Viktor evel ma lavarer en hungareg, distaget [orbaːn viktor]) (ganet d’an 31 a viz Meurzh 1963 e Székesfehérvár) zo ur politikour hungarat. Kentañ ministr e vro eo bet eus 1998 da 2002 hag adarre abaoe 2010.

Studioù war ar gwir en deus graet e skol-veur Eötvös Loránd Tudományegyetem e Budapest hag en Oxford. E 1988 e oa bet unan eus diazezerien ar strollad Fidesz. E 1990 e oa bet dilennet da gannad e parlamant Hungaria, ha tri bloaz diwezhatoc’h e oa e penn Fidesz. E 1998 e oa deuet da vezañ kentañ ministr ar vro, pa oa bet gounezet ar votadeg gant e strollad Fidesz-MPP.

Dindan e renerezh e oa bet kemmet ideologiezh ar strollad Fidesz, ur strollad frankizour betek 1994 ha deuet da vezañ ur strollad mirour ha broadelour e 1994-1995. Gant se e oa deuet a-benn da c’hounit ar votadeg e 1998 ha deuet e oa Viktor Orbán da vezañ kentañ ministr ar vro. Pa oa tamallet dezhañ e zoare aotrouniek da ren ar strollad hag ar gouarnamant, e voe kollet votadeg 2002 gant Viktor Orbán. Strivet en deus goude-se da adunaniñ ar virourien ha gounezet adarre votadeg 2010, gant e strollad Fidesz-MPP. Deuet e oa da vezañ kentañ ministr Hungaria en-dro da neuze.

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.