Viggo Mortensen

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Viggo Mortensen e 2003

Viggo Mortensen a zo un aktour, ur barzh hag ul livour, met anavezet eo bet p' en deus c'hoariet Aragorn e-barzh "Aotroù ar gwalennoù" e 2001.


Buhez prevez[kemmañ]

Viggo Mortensen a zo Amerikan, ganet eo d'an 20 a viz Here 1958 e New York. E dad a oa eus Bro-Zanmark hag e vamm a oa un Amerikanez. Tremenet en deus e vugaleaj e Manhattan a-raok heuliañ e diegezh e Venezuela, e Bro-Arc'hantina, hag e Danmark. E dud a zispartias pa oa en e 11 vlez. Mont a reas neuze da veviñ d'ar Stadoù-Unanet get e vamm hag e zaou vreur, da New York.

Dimezet eo bet da Exene Cervenka, kanerez ar strollad punk X (87-97), en deus roet dezhañ ur mab, anvet Herri. Dispartiet int. Cholbet eo bet gant Lola Schnabel ivez.

Komz a ra spagnoleg, daneg ha saozneg ha barrek a-walc'h eo e galleg, en italianeg e svedeg hag e norvegeg.

E filmoù[kemmañ]

E 1982, distro er Stadoù-Unanet, e krog studioù evit bout aktour get Warren Robertson da gelenner hag e pign war al leurenn evit ar wezh kentañ er c'hoariva Workshop, e New York. Lakaat a ra ar pezh-c'hoari Bent war al leurenn a ra berzh bras e Los Angeles, hag a a dalvez dezhañ resev ur priz (Dramalogue Critic's Award).

Merzet e oa e-touesk aktourion e gentañ film, Witness eus Peter Weir, ma c’hoari un Amish e 1985. E gwirionez ne oa ket e film gentañ rak kemeret en doa perzh e-barzh The Purple rose of Cairo get Woody Allen hag e Swing Shift met troc’het e oa bet an tammoù e lec’h ma weled anezhañ. Goude se avat e labour e filmoù eil rummad evel Prison hag e Leatherface: Texas Chainsaw Massacre III,”Young Guns 2”. Ret eo dezhañ gortoz 1991 evit diskouez e varregezh e-barzh The Indian Runner, get Sean Penn, ma c’hoari un den taer moustret gant brezel ar Vietnam.

Goude se en deus bet poan o kavout un roll kevatal ha c'hoari a reas eil rolloù en un toullad filmoù. E 1994 e c’hoari ur gangster en ur gador-ruilh e-barzh Carlito's way eus Brian De Palma. E-pad ar blezadoù 90 en deus graet kalz a filmoù birvidik evel G.I. Jane (eus Ridley Scott), A perfect murder (eus Andrew Davis). Gwelout a reer anezhañ o c'hoari e Crimson Tide eus Tony Scott, Daylight eus Rob Cohen, A Walk on the Moon eus Tony Goldwyn, American Yakuza eus Frank A. Cappello, Vanishing Point, ur remake, eus Charles Robert Carner, e daou film eus Philip Ridley, The Reflecting Skin ha The Passion of Darkly Noon, e 28 Days hag e The Prophecy, gant Christopher Walken, eus Betty Thomas. Met Viggo a zo ivez barzh ha livour. labourat a ra get Jane Campion (livourez ha sevenourez filmoù) e-barzh The portrait of a lady ha get Gus Van Sant e Psycho e 1998. Kent c'hoari roll Aragorn e oa anavet ar muiañ evit bout c'hoariet an ofiser John Urgayle in G.I. Jane gant Demi Moore.

Anavezout a ra ur berzh gwirion get ar film Aotroù ar gwalennoù (eus Peter Jackson) e 2001, ma c’hoari Aragorn, roue ar Gondor, unan eus tudennoù pennañ ar film. Tri blez àr-lerc’h, goude bout echuet ar film Aotroù ar gwalennoù e krog en ur film all get Hidalgo (eus Joe Johnston), aze e c’hoari ur Cow-Bow rediet d’ober ur redadeg e-barzh en dezerzh. C’hoariet en deus ivez e-barzh A History of Violence, ur film deuet er-maez e miz Here 2005.

Liammoù diavaez[kemmañ]

[1]