Víctor Jara

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Victor Jara)

Víctor Jara a zo bet ganet e Chillán (Chile) d'an 28 a viz Gwengolo 1932 ha marvet d'ar 16 a viz Gwengolo 1973 e Santiago.

Bugel labourerien douar, n'en doa ket Victor Jara desket ar sonerezh en ur skol sonerezh. E vamm an hini eo he deus kelennet rustennoù kentañ ar gitar dezhañ. Yaouank e teskas kanañ kanaouennoù gregorian e kloerdi Redentorista de San Bernardo. Da heul e tarempredas gant laz kanañ Skol-Veur Chile hag e kemeras perzh da sevel an abadenn Carmina Burana. War un dro e krogas gant e labour dastum hag enklask war ar folklor.

Un nebeud bloavezhioù war-lerc'h e kenstagas ar gompagnunezh eus Enrique Noisvander hag e studias al leurennañ e skol teatr Skol-veur Chile.

Da 27 vloaz e voe rener ha merour ar pezh-c'hoari Parecido a la Felicidad skrivet gant Alejandro Sieveking. C'hoari a reas anezhañ en Arc'hantina, Uruguay, Venezuela ha Kuba. D'ar memes mare e enrollas div ganaouenn skrivet gant Violeta Parra asambles gant ar strollad Cuncumén

Kemer a reas perzh en Nueva Canción Chilena (Kanaouenn Nevez Chili), a zo bet a-bouez evit an treuzfurmadurioù sokial pennañ ar vro er bloavezhioù 60 ha 70. Goude bezañ kanet er strollad Quilapayún, e stagas gant ar vicher kanañ diouzh e du. Troet vo da ganañ kanaouennoù stourm, politikel-tre, asambles gant kanaouennoù karantez, ha buan a-walc'h e teuas da vezañ un den klevet ha doujet e-touez ar labourerien-douar, ar micherourien, hag an dispac'hourien. Victor Jara a stourmas ivez er Partido Comunista de Chile (Strollad komunour Chili) betek deiz e varv. A-drugarez da-se ha d'e bouez er bed sevenadurel e kemeras perzh bras ivez e-barzh gouarnamant an Unidad Popular (Unvaniezh ar Bobl) a oa Salvador Allende Gossens en e benn.

D'an 11 a viz Gwengolo 1973 (deiz taol stad an diktatour Augusto Pinochet a ziskaras gouarnamant ar prezidant Salvador Allende) ez eas Victor Jara da brezegenniñ en Universidad Técnica del Estado (Skol-Veur Stad an Teknikoù) evit lañsañ un emsav enep d'ar renad soudard nevez. Tapet gant an arme e voe kaset e sportva Chili, lec'h ma voe jahinet didruez a-raok bezañ lazhet.


Pladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 1967 Víctor Jara
  • 1969 Pongo en tus manos abiertas
  • 1970 Canto libre
  • 1971 El derecho de vivir en paz
  • 1972 La población
  • 1973 Canto por travesura
  • 1975 Presente (posthum veröffentlicht)

Oberennoù troet e brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Al Liamm, niverenn 359, Kerzu 2006, seizh kanenn troet gant Iwan Couée :
    • "Al loar 'zo brav bepred"
    • "An arar"
    • "Ne c'hellez ket mont war da c'hiz"
    • "Lez ar vuhez da vont war-nij"
    • "Pe vern din-me pediñ an neñv?"
    • "Ar c'harrener"
    • "Dit-te koulmig e fell din lavarout"