Vi veri universum vivus vici

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Vi veri universum vivus vici (pe Vi Veri veniversum vivus vici) zo ur bomm latin hag a dalv da lavarout « dre c'halloud ar wirionez em eus, em bev, trec'het an hollved  ».

Lakaet e vez ar frazenn war gont ar barzh alaman Goethe (1749-1832), e-barzh Faust, pe hini ar skrivagner saoz Christopher Marlowe e-barzh Doctor Faustus (1564 -1593 ). En div oberenn eo en he c'haver.

Christopher Marlowe (1564-1593).

Kemeret e oa bet da lavar-stur gant an igromañser Aleister Crowley (1875–1947).