Vermandois

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Vermandois a oa ur gontelezh kozh e Bro-C'hall. Hiziv eo anv un tolead en-dro da Saint-Quentin, en Aisne, er rannvro Pikardi, hag a glot gant arondisamant Saint-Quentin.

Istor[kemmañ]

Er Grennamzer e oa ur pagus Viromandensis e-kichen ar pagus noviomensis pe Noyonnais, en-dro da gêr Noyon. Dont a rae da-heul ar g-civitas Viromanduorum, bro ar Viromanduipe Veromandui, ar bobl kelt a oa o chom er vro-hont. Diwar an anv-gwan Viromandensis (gant an dibenn "-ensis") e teu ar ger Vermandois.

Krediñ a reer e oa kêr-benn ar bobl e Vermand, hogen adal an IXvet kantved e voe Saint-Quentin a voe kêr-benn ar "pagus", a veze graet anezhi Saint-Quentin-en-Vermandois aliezik.