Verb rannus

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

War dachenn ar yezhoniezh ec'h implijer an termen verb rannus (e saozneg: separable verb) evit komz eus verb kevrennek dezhañ div lodenn: ur c'helf verbel hag ur c'henger rannus.

E degouezhioù kevreadurezhel resis e vez implijet ar c'helf a-gevret gant ar c'henger hag en degouehzioù all e vez disrannet ar c'henger diouzh ar c'helf.

Implijet e vez seurt verboù dreist-holl gant Yezhoù germanek ar c'hornôg evel an alamaneg hag an izelvroeg hag ivez gant ar an hungareg, ur yezh finnek-ougrek.

Da skouer:

  • En izelvroeg (aankomen; 'degouezhout'):
    • Hij is aangekomen ('Degouezhout a reas')
    • Ik kom morgen aan ('Degouezhout a rin warc'hoarzh')
  • En alamaneg (ankommen; 'degouezhout'):
    • Er ist angekommen ('Degouezhout a reas')
    • Ich komme morgen an ('Degouezhout a rin warc'hoarzh')
  • En hungareg (Disrannet er stumm-nac'hañ hag en doare gourc'hemenn):
    • Leteszem a telefont ('Adstagañ a ran ar pellgomz')
    • Nem teszem le a telefont ('N'adastagan ket ar pellgomz')
    • Ne tedd le a telefont! ('Na adstagit ket!')
    • Le ne tedd a telefont! (kreñvoc'h 'Arabat adstagañ!')

E saozneg eo rannus ivez mont-en-dro meur a verb frazennek, da skouer:

  • E saozneg (to turn off: 'lazhañ'):
    • He turned off the lights pe:
    • He turned the lights off

Gwelit ivez:[kemmañ]