Verb ergativel

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Er yezhoniezh e vez implijet an termen verb akuzativel evit komz eus ur verb tranzitivel-amdranzitivel pa teu da vezañ rener yezhadurel ar verb amtranzitivel renadenn eeun ar verb amdranzitivel, da skouer:

  • Tranzitivel:
"Digeriñ a ran an nor"
  • Amdranzitivel:
"Digeriñ a ra an nor"

Disheñvel eo ar verboù ergativel diouzh ar verboù tranzitivel all pa vezont implijet en un doare amdranzitivel rak ne gemm ket arc'hwel ar rener en degouezh-se, da skouer:

  • Tranzitivel:
"Debrin a ran" (= "me rener a zebr tranz.")
  • Amdranzitivel:
"Debriñ bara a ran" (= "me rener a zebr amdranz. bara renadenn eeun")

An diforc'h etre "Debrin a ran" ha "Debriñ bara a ran" eo ar fed ma vez resisaat ar pezh a vez debret pe get (renadenn eeun). Kemmañ a ra arc'hwel rener ur verb ergativel avat hervez ma vez implijet evel ur verb tranzitivel pe ur verb amdranzitivel, da skouer e saozneg:

  • Tranzitivel:
"It broke the window" ("it" = graer)
  • Tranzitivel:
"It broke" ("it" = graer)

Tost eo ster ar frazenn "It broke the window" ouzh hini ar frazenn "The window broke", deut renadenn eeun ar verb tranzitivel da vezañ rener ar vern amdranzitivel.

A-wezhoù e c'hell bezañ kevatal pe damgevatal ster ur verb ergativel implijet evel verb tranzitivel pe evel verb amdranzitivel, da skouer:

  • "to cook" ("fardañ boued"; "keginañ")
Tranzitivel: "I'm cooking the pasta" (resisaet ar rener hag ar renadenn)
Amdranzitivel: "I'm cooking" (hep resisaat ar renadenn eeun)
Verb ergativel: "The pasta is cooking" (hep resisaat ar garer)

Kemmañ a ra ar verboù ergativel a yezh da yezh dre ma na glot ket dre ret verboù tranzitivel-amdranzitivel implijet gant an eil yezh hag eben: da skouer, e saozneg ec'h eo tranzitivel-amdranzitivel ar verb "to cook" hag ur verb ergativel an hini eo ivez evel ma tiswel ar skouer a-us. E brezhoneg avat e ranker implijout verboù disheñvel hervez ma vez implijet evel verb amdranzitivel.

Disheñvel eo ar verboù ergativel diouzh an tu-gouzañv ivez rak gallout a reer diverkañ ar graer yehzadurel pe get en tu-gouzañv, keit ha ma rank bezañ diverket gant ur verb ergativel, da skouer e saozneg:

  • Tu-gouzañv:
"The window was broken" pe "The window was broken by the burglar"
  • Verb ergativel:
"The window broke" ha neket: *"The window broke by the burglar"

Liammoù diavaez:[kemmañ]

Gwelit ivez:[kemmañ]