Venus en he c'hluch
- Diwar-benn an doare kizelladurioù anvet Venus en he c'hluch eo ar pennad, ha neket diwar-benn un delwenn hepken: meneget eo an holl re anavezet er pennad avat.
Venus en he c'hluch zo un doare delwennoù hellenek d'an doueez hellazat Afrodite (Venus ar Romaned) tapet a-greiz kouronkañ. Emañ an doueez en he c'hluch, he fennglin dehou tost d'an douar, he fenn troet a-zehou, ha peurvuiañ, er seurt delwennoù, e vez he dorn dehoù war he skoaz kleiz, evel da guzhat he brennid.[1] Diouzh gwelout na pet addelwenn anezhi zo bet kavet e kêrioù roman kozh Italia pe Bro-C'hall e ranker lavarout e oa un delwenn a blije kenañ en amzerioù-hont. Un toullad skouerennoù eus ar Venus en he c'hluch o deus levezonet livourien e-leizh abaoe amzer Giambologna, a zo bet treset gant arzourien war-lerc'h Martin Heemskerck, a reas un dresadenn eus Venus en he c'hluch Farnese a zo e Naplez.
Taolenn |
An oberour [kemmañ]
Ar patrom zo kaoz anezhañ en un arroud eus Istor Naturel Plinius an Henañ (xxxvi.35), ma ra ar gont eus an delwennoù e Templ Jupiter Stator er Porticus Octaviae, nepell diouzh ar Forom roman; lenn a reer Venerem lavantem sese Daedalsas, stantem Polycharmus ("Venus o'n em walc'hiñ, "eus" Daedalsas, [hag unan all], en he sav, "eus" Polycharmus"), ma'z eus dave da ur Gwener ha ne oa ket en he sav, graet gant un Doidalses, pe Daedalsas, dianav a-hend-all.[2]
Delwennoù kozh [kemmañ]
Un tamm mat a vec'h a vez o klask disheñvelout an holl zelwennoù roman a zo bet graet en doare-se diwar skridoù hag an deskrivadurioù anezhe hepken, kement a gizelladurioù zo, met lod a zo gant ur jarl dour, pe un Eros bennak ouzhpenn, ha neuze e vez aesoc'h diouzhtu.
(da skouer, delwenn Mirdi ar Peniti, ha homañ).
Ar Venus en he c'hluch a veze paret alies gant un delwenn kluchet all eus an Henamzer, an Arrotino.
- Ur Venus en he c'hluch a oa en dastumad Medici, er Villa Medici, e Roma, hag a zo bremañ en Uffizi e Firenze. Engravet e voe (with its restored sea-shell - see amañ) gant Paolo Alessandro Maffei, Raccolta di statue antiche e moderni..., 1704 (plate XXVIII)L.
- Ar Venus en he c'hluch en dastumad Farnese collection of marbles, adsavet gant un Eros , hag a zo bremañ er Mirdi Broadel Hendraouriezh Naplez. Treset eo bet gant Martin Heemskerck.[1][3]
- Ar Venus en he c'hluch a oa en dastumad Borghese, a voe prenet e 1807 digant Camillo Borghese, hag a zo bremañ el Louvre. En dastumad Borghese e oa bet kempennet n'eus forzh penaos, evel un Diana gant he gwareg en he dorn.[4]
- Venus Lely a zo un delwenn marmor a oa en tiegezh Gonzaga e Mantova , renablet eno e 1627 [5] E 1631 edo e Bro-Saoz ma veze laret e oa "ar gaerañ delwenn a zo" ha priziet kement ha 6000 skoed.[6] Prenet e voe e 1627-28 digant an Tiegezh Gonzaga evit ar roue saoz Charlez Iañ ,[7], a voe strewet e zastumad e-pad mare Commonwealth Cromwell, ha prenet gant al livour Peter Lely.[8] Distreiñ a reas d'an Dastumad Roueel e 1682 ha prestet eo d'ar British Museum [2].
- Ar Venus en he c'hluch kavet e Salona (Solin e-kichen Split, Croatia) en eil hanterenn an XVIIIvet kantved a voe prenet evit Mirdioù ar Vatikan, where it was etched by Francesco, mab Giovanni Battista Piranesi, ha skrapet gant ar C'hallaoued en amzer an impalaer Napoleone Buonaparte, met distroet e voe d'ar Vatikan e 1816, hag eno emañ c'hoazh.
- Ar Vénus Accroupie, a zo ur Gwener kluchet all eus an IIvet kantved eus dastumad ar roue gall Loeiz XIV, bremañ e Mirdi al Louvre. En un doare all en he gweler gant he brec'h dehoù savet a-drek he fenn [3] .
- Ur Venus en he c'hluch bihan marmor eus ar Iañ kanved kent JK, kavet e Rodos ha miret e Mirdi Hendraouriezh Rodos, a zo un doare all c'hoazh, hag aze n'emañ kar Gwener o klask kuzhat lodenn ebet eus he c'hened, met sevel a ra he blev etre he bizied d'o sec'hañ, ha sellout rag-eeun ouzh he gweladenner en ur astenn he brennid.[9]Venus Rodos en he c'hluch a vez graet ouzh honnezh.
- Pezhioù arem bihan eus ar Venus en he c'hluch a zo deuet betek ennomp. Unan zo bet kavet e Siria, bet e dastumad Joseph Durighello, ha gwerzhet gant ar Galerie Georges Petit, e Pariz.[10]
Da vare an Azginivelezh [kemmañ]
Abaoe an Azginivelezh [kemmañ]
Meur a Venus en he c'hluch a voe savet e stal Giambologna hag e hêr Antonio Susini; e-touez ar skouerennoù-se eus delwennoù arem Gwener bihanaet gant Susini, ez eus unan hag a oa e dastumad ar roue gall Loeiz XIV hag a zo e dalc'h ar Holburne Museum of Art, e Bath [11], hag unan all, e dastumad of Prince Carl Eusebius von Liechtenstein by 1658, remains in the Liechtenstein collection, Vienna[12].
- ... Coysevox, en deus lakaet e Wener-eñ war ur vaot kentoc'h eget war ur grogenn , was so exultant in his success that he inscribed the name of Phidias in Greek as well as his own. The sculpture pleased the king to the extent that a bronze version was cast. Today the Marly marble is at the Musée du Louvre and the Marly bronze is at the Château de Versailles.
- Un doare all, e marmor, gant Antoine Coysevox e 1686, a voe graet evit kastell Marly;
- E Palez Caserta, palez damheñvel ouzh hini Versailhez, e-kichenik Naplez, e oa bet lakaet un delwenn marmor, gant Tomasso Solari, evit kinklañ aliorzhoù bras, e 1762 (Haskell and Penny 1981:323).
- Flora en he c'hluch gant Jean-Baptiste Carpeaux(war-dro 1873), er Museu Calouste Gulbenkian, e Lisbona, a denn kalzik d'ar Gwener kluchet.
Notennoù [kemmañ]
- ↑ E darn eus an addelwennoù e kaver stummoù disheñvel, eus ar bruched, eus an divvrec'h.
- ↑ Eus an arroud-se ez eus kaoz e Monumenta Rariora. En tu all d'ar meneg eus an delwenn-se e templ Jupiter Stator, e skrid Plinius, ne oa nemet ur Zeus Stratios e Nikomedia anavezet evel "eus" "Doidalses", a vije, dre m'emañ e Nikomedia, ur c'hizeller bitiniat eus an IIIde kantved (Haskell and Penny 1981:323, noting Lullies 1954). Un delwennig marmor eus Zeus Stratios kavet e Camirus a ro un tamm soñj eus penaos e oa an delwenn gollet. Ma ne vije ket anvet " Venus Doidalses " e vije sklaeroc'h an traoù.
- ↑ Renabl 6293.
- ↑ Bremañ distaget eus an delwenn: Louvre site officiel: Aphrodite accroupie
- ↑ Embannet gant Carlo d'Arco, Delle Arti e degli artefici di Mantova, II (1857), pp 168-71, noted by A. H. Scott-Elliot, "The Statues from Mantua in the Collection of King Charles I" The Burlington Magazine 101 No. 675 (June 1959, pp. 214, 218-227) p 219f, note 18.
- ↑ "une figure de femme accroupie de marbre, aucuns disent Venus delli Eli, autres Hélène de Troye, c'est la plus belle statue de tous estimée à 6 mille escus":
- ↑ Alessandro Luzio, La Galleria dei Gonzaga venduta all'Inghilterra nel 1627-28 (1913), noted by Scott-Elliot 1959:220 notenn 19.
- ↑ In the Commonwealth Sale Inventory it is lot 10, ₤600, with the annotation bought by Lilly the Painter with Severall other his Mats. rarities. (A. H. Scott-Elliot, "The Statues from Mantua in the Collection of King Charles I" The Burlington Magazine 101 No. 675 (June 1959, pp. 214, 218-227) p.220).
- ↑ Illustration from Theoi.com.
- ↑ Deskrivet eo bet gant Étienne Michon e-barzh Syria 6 (1925), p 303-13.
- ↑ Susini's Kneeling Woman Bathing
- ↑ Liechtenstein Museum
Levrioù [kemmañ]
- Haskell, Francis and Nicholas Penny, 1981. Taste and the Antique: The Lure of Classical Sculpture 1500-1900. (Yale University Press).
- Beard, Mary and John Henderson, 2001. Classical Art: from Greece to Rome (Oxford University Press)
- Lullies, Reinhard, 1954. Die kauernde Aphrodite (Munich: Filser)
Liammoù diavaez [kemmañ]
- Kauernde Aphrodite Luc'hskeudennoù a bep seurt.