Venus de' Medici
Ar Venus de' Medici zo un delwenn hellenek e marmor, 1.53m a uhelder dezhi, mennet da aroueziañ an doueez Afrodite, kizellet e dibenn ar Iañ kantved kent JK, en Aten marteze, diwar batrom un delwenn arem, e doare Afrodite Knidos[1], a vije bet graet gant ur c'hizeller a laboure hervez giz Praksiteles
War ziskouez emañ e Mirdi an Ofisoù e Firenze (Italia).
Tennañ a ra da zelwenn Afrodite Knidos, gant he dorn dirak he gaol. Evelti e seblant an doueez bezañ o paouez diflukañ e-maez ar mor, hervez a zo damlavaret deomp gant an delfin e-harz he zreid, goude ma n'eo ket sur e oa al loen en delwenn arem orin.
Delwennoù a vremañ [kemmañ]
N'eus delwenn ebet a vije bet graet kement a eildelwennoù diwarni evel ar Venus de' Medici. Ar roue gall Louis XIV en devoa pemp anezho, peder e marmor, gant Carlier, Jean-Jacques Clérion, Antoine Coysevox ha Nicolas Frémery, hag unan en arem, graet gant ar vreudeur Keller (Haskell and Penny, p. 325).
- E 1844 e voe graet un delwenn, The Greek Slave, gant ar c'hizeller stadunanat Hiram Powers diwar batrom ar Venus de' Medici.
Lennadurezh [kemmañ]
- Francis Haskell and Nicholas Penny, Taste and the Antique: The Lure of Classical Sculpture 1500–1900 (Yale University Press) 1981
- Guido Mansuelli, Galleria degli Uffizi: Le Sculture (Roma), 2 levrenn, 1958–61, vol. I, pp. 71–73.
Notennoù [kemmañ]
- ↑ Mansuelli