Venus Felix

Eus Wikipedia
  • Keit hag ar pennad orin e saozneg eo ar pennad-mañ. Astenn anezhañ a c'hallit mar kirit.
Venus Felix

Venus Felix zo un delwenn d'an doueez Gwener gant he mab Kupidon. Dediet e oa gant Sallustia hag Helpidus da Venus Felix, unan eus anvioù an doueez.

Un tamm disheñvel eo diouzh Afrodite Knidos, a oa hec'h-unan, ha diwisk penn-da-benn. Tennañ a ra he dremm da hini Faustina ar Yaouankañ, an impalaerez dimezet da Marcus Aurelius. Emañ bremañ war ziskouez er Mirdi Pio-Clementino, unan eus Mirdioù ar Vatikan, e Roma.

Temploù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Venus Felix a oa ivez un anv a veze graet eus un templ er Menez Eskilin hag eus un templ all savet gant Hadrian da "Venus Felix et Roma Aeterna" e tu hanternoz ar Via Sacra.



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.