Veneteg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ar veneteg eo an anv a reer eus ar yezh italianek a gomzer dreist-holl e Veneto, ar rannvro en-dro da gêr Venezia, en Italia.

Pelec'h e vez komzet?[kemmañ]

An darn vrasañ ag ar venetegerion a zo e rannvroioù italian Veneto, Friuli-Venezia Giulia , Trentino-Alto Adige. Met yezherien zo ivez e broioù all, e Slovenia ha Kroatia (ahont o c'haver dreist-holl e ledenez Istria, hag e kornioù zo war aod Dalmatia).

Ouzhpenn-se, gant an divroañ en XIXvet hag XXvet kantved e kaver bagadoù venetegerien en Amerika, dreist-holl e Chipilo (e stad Puebla, Mec'hiko), hag e Rio Grande do Sul, e Brazil, dreist-holl e bro ar gwiniegoù, ma komzer ur rannyezh a vez graet talien anezhi, gant un tamm veneteg hag un tamm italianeg gant gerioù a veur a yezh all.

En Veneto e weler a-wechoù pannelloù divyezhek (venetek italianek).


Gerioù venetek[kemmañ]

Ar gerioù arsenal, ciao, ghetto, gondola, lagon ha laguna, lido ha Montenegro zo gerioù deuet eus ar veneteg.


Skouerioù eus ar c'hemmoù etre veneteg hag italianeg[kemmañ]

Veneteg Italianeg Brezhoneg
ava ape gwenanenn
carega sedia kador
"tor" pe "cior" prendere kemer
insir uscire mont er-maez
cascar cadere kouezhañ
nòtoła pipistrello logodenn-dall
caxa casa ti
làvaro labbro muzell
bras braccio brec'h
nùmaro numero niver
pón/pómo mela aval
escoll scola skol
schirat scoiattolo gwiñver
grip influenza grip, arouez
sorar raffreddare yenañ
istà estate hañv
uncuò oggi hirio
subiar fischiare c'hwitellat, sutal
piron forchetta fourchetez, forc'higell
lùni lunedi (di)lun
màrti martedi (di)meurzh
mercòre mercoledi (di)merc'her
sòbia giovedi yaou/diriaou
venàre venerdi (di)gwener
sàbo sabato (di)sadorn
domènega domenica (di)sul