Vauclusa (departamant)
Eus Wikipedia
| Departamantoù Frañs | |
|---|---|
| Lec'hiadur | |
| Anv | Vaucluse |
| Banniel | |
| Arouez | 150px |
| Riez | |
| Rannvro | |
| Pennlec'h | Avinhon |
| Niver Arondisamantoù | 3 |
| Niver kantonioù | 24 |
| Niver etrekumuniezhoù | 18 |
| Niver kumunioù | 151 |
| Poblañs hep kontoù doubl | 537 500 (2008) |
| Gorread | 3 567 km² |
| Stankter | 150 a./km² |
Ar Vauclusa (okitaneg), pe Vaucluse e galleg, zo un departamant gall, krouet d'an 12 a viz Eost 1793 e kreisteiz Bro-C'hall, savet diwar ul lodenn eus proviñs kozh Provañs hag ul lodenn eus Comtat Venaissin. Avinhon eo ar penn-kêr anezhañ.
Anv[kemmañ]
En-ofisiel eo « département de Vaucluse ». Dont a ra anv an departamant eus hini ar gêriadenn Vaucluse, deuet da vout kumun, hag adanvet Fontaine-de-Vaucluse e 1945. Ha dont a ra anv ar gumun eus anv ar Fontaine de Vaucluse, anv deuet eus al latin Vallis Clausa, a dalv kement ha traonienn gloz.