Vassily Kandinsky

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask

Vassily Kandinsky (e ruseg : Василий Васильевич Кандинский) a zo ul livour rusian hag un damkanour arzoù, bet ganet e Moskov d'ar 4 a viz Kerzu 1866, marvet eo Neuilly-sur-Seine d'an 13 a viz Kerzu 1944.


[kemmañ] E vuhez

"Munich-Schwabing gant iliz Santez Ursula", 1908

Kandinsky a oa mab ur marc’hadour Siberian. Pa oa yaouank-tre e kaozee rusianeg hag alamaneg. Studiañ a reas ar gwir e skol-veur Moskov. Ur wech echuet gant e studioù ez eas da Alamagn evit studiañ al liverezh. E 1896, ez eas da vMunich evit studiañ er skol Aschbe. Eno e chomas betek 1898 ha war-lerc’h e akademiezh an Arzoù-Kaer (1900). Betek 1914 e livas Kandinsky damskeudennoù bihan ha fromus war ar prim, skeudennus-tre ha kiñklus gant o livioù. Livañ a reas ivez oberoù awenet gant danevelloù divinerezh ha sujedoù marc’hegerezh an Arz nevez. E-pad ar bloavezhioù 1910, e veajas kalz hag e teuas en dro da vMoskov. Tra ma oa o labourat e Murnau e-kichen München, eus 1908 betek 1910, Kandinsky a zizoloas un engehentadur nevez eus ar spas hag al livioù. Krouiñ a reas neuze un doare nevez, frammet gant e livioù diwar ar framm, an taol-prim hag ar c’henaoz. E 1911, Kandinsky a gasas da benn e oberenn zifetis kentañ, embann a reas ul levr anvet Du spirituel dans l’art ha digeriñ a reas kevredigezh Der blau Reiter (ar marc'heger glas) gant F.Marc. Dont a reas en-dro da vMoskov e-pad ar c’hentañ brezel bed. Eno, labourat a reas evel kelenner. E 1921 ez eas en-dro da Alamagn evit labourat er Bauhaus. War-lerc’h ar c’hloazadur gant an nazied, en em staliañ a reas e Paris betek fin e vuhez.

[kemmañ] Oberennoù pennañ

Ar marc'heger glas (1903).

• Sans Titre ( kentañ dourliverezh difetis, 1910, Paris, mirdi broadel an Arz modern) (Illus.) • L’Almanach du Cavalier Bleu (1911) • Lyrique (1911, Rotterdam, mirdi Boymans-Van Beuningen) • Improvisation 19 (1911, Munich, Stadtische Galerie) • Tableau à l’arc noir (1912, Paris, mirdi broadel an Arz modern) • Moscou I (1916, Moscou, Galerie Tretiakov) • Composition VIII (1923, New York, Guggenheim Museum) • Jaune, rouge, bleu (1925, Paris, mirdi broadel an Arz modern) (Illus.) • Quelques Cercles (1926, New York, Guggenheim Museum) • Ensemble multicolore (1938, Paris, mirdi broadel an Arz modern) • Bleu ciel (1940, Paris, mirdi broadel an Arz modern) (Illus.)