Vasily Aksyonov

Eus Wikipedia
Vasiliy Aksyonov

Vasiliy Pavlovitch Aksyonov, pe Василий Павлович Аксёнов, zo ur skrivagner soviedat ha rus ganet d'an 20 a viz Eost 1932 e Kazan (Tatarstan), ha marvet d'ar 6 a viz Gouhere 2009 e Moskou. Savet en deus romantoù evel Московская сага (Ar saga moskovat). A-enep ar galloud soviedel en deus stourmet ha divroadelaet e oa bet e 1980 hag harluet er Stadoù-Unanet. Ne adtapas e vroadelezh nemet un dek vloaz war-lerc'h da vare ar Peretroiska.