Valeriy Goloubev

Eus Wikipedia

Valeriy Aleksandrovitch Goloubev (rusianeg: Валерий Александрович Голубев) a zo bet ganet e 1952 e Leningrad.

E 1979 ez eas tre er KGB. Ne ouezer seurt eus ar pezh a reas betek 1990. E 1991 e voe sekretour-meur ha da c'houde e penn melestradur arondisamant enez Vasilyevskiy. E penn komite an touristerezh e voe da c'houde. E 2003 e teuas da vezañ rener un isstal dindan Gazprom. E 2006 ez eas da vesprezidant Gazprom. Tost-tre eo da Vladimir Poutin.