Valeria Messalina

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Disambiguation.svg Ur pennad Messalina zo ivez.
Valeria Messalina gant he mab Britannicus, Mirdi al Louvre

Valeria Messalina,[1] a-wechoù Messallina pe Messalina hepmui, (war-dro 17/20 – 48) a oa un Impalaerez roman ha trede pried an Impalaer roman Claudius. Keniterv e oa d'an impalaer Nero, keviniantez d'an impalaer Caligula, ha gournizez d'an impalaer Augustus. Galloud ha levezon he devoa, ha brud a vuhez fall ha gwallskouerius. Iriennañ a reas a-enep d'he gwaz, tapet e voe, ha lakaet d'ar marv.

Ar skridoù istorel[kemmañ]

Daou skrid dreist-holl zo

He buhez[kemmañ]

Bugaleaj[kemmañ]

Messalina a oa eil bugel, ha merc'h kentañ, Domitia Lepida ar Yaouankañ hag he c'henderv Marcus Valerius Messalla Barbatus[2][3].
He zad a oa mab da Marcus Valerius Messala Barbatus Appianus [4], anezhañ ur c'h- Claudius Pulcher a ouenn (mab da Appius Claudius Pulcher, konsul e 38 kent JK) advabet gant Marcus Valerius Messala, cos. suff. 32 kent JK[5][6]. E vamm e oa Claudia Marcella Minor.

Breur henañ Messalina, Marcus Valerius Messalla Corvinus, a vo konsul e 58. He mamm a oa bugel diwezhañ ar c'honsul Lucius Domitius Ahenobarbus hag Antonia Major. Domitia Lepida he doa ur c'hoar hag ur breur koshoc'h: Domitia Lepida an Henañ, ha Gnaeus Domitius Ahenobarbus.

Domitius a oa kentañ pried Agrippina ar Yaouankañ, a vo impalaerez, ha tad krouer an impalaer Nero, ha gant se e oa Nero kenderv da Messalina daoust ma oa hi 17 vloaz koshoc'h. Mammoù-kozh Messalina Claudia Marcella hag Antonia Major a oa div hanterc'hoar. Claudia Marcella, he mamm-gozh a-berzh tad, a oa merc'h da Octavia, c'hoar Augustus dre he dimeziñ da Gaius Claudius Marcellus Minor. Antonia Major, mamm-gozh Messalina a-berzh mamm, a oa merc'h henañ Octavia dre he dimeziñ da Marcus Antonius, ha moereb e oa da Claudius.

Ganet e oa he zad e -12, ha gant brud e diegezh e c'halle bezañ engortoz da vezañ anvet da gonsul a-benn by 23. Ne voeket anvet da gonsul, ma kreder e varvas a-raok.[7]He mamm a zimezas neuze d'ar c'honsul Faustus Cornelius Sulla Lucullus III, gourvab d'an diktatour Lucius Cornelius Sulla. Faustus ha Lepida o doe urmab war-dro ar bloaz 22, Faustus Cornelius Sulla Felix, lezvreur Messalina. Faustus a voe konsul e 52.

Ganet ha maget e voe Messalina e Roma moarvat. N'ouzer ket kalz tra eus he buhez a-raok hec'h eured da g-Claudius e 38.

Dimezet da g-Claudius[kemmañ]

Pe e 37 pe e 38 e timezas Messalina d'he c'henderv Claudius, a oa 48 vloaz neuze. E-pad renerezh an impalaer Caligula, kenderv dezhi ivez, hag a badas pevar bloaz (37-41), e oa ur vaouez pinvidik, a levezon, e lez he c'henderv.

Claudius a oa eontr da Caligula, a-berzh e dad, ha brasoc'h-bras e levezon hag e vrud. Dimeziñ dezhi a reas Claudius evit kreñvaat al liammoù e diabarzh an tiegezh. Messalina a deuas neuze da vezañ lezvamm Claudia Antonia, merc'h Claudius hag e eil pried Aelia Paetina.

Daou vugel he doe Messalina :

D'ar 24 a viz Genver 41 e voe lazhet Caligula hag e diegezh gant iriennerien renet gant Cassius Chaerea, hag en deiz-se en-eeun, ar Warded praetorian a embannas Claudius da vout impalaer ha Messalina da vout implalaerez.

Impalaerez[kemmañ]

Messalina a deuas da vout galloudusañ maouez a oa en Impalaeriezh roman penn-da-benn. Enorioù e-leizh a veze roet dezhi : gouel ofisiel e oa deiz he ganedigezh, delwennoù dezhi a voe savet er gwilerioù, gwir he devoa da azezañ er renk kentañ er c'hoarivaoù, evel ar vestalezed. Ar Sened a c'hoantae reiñ dezhi an tilt a "Augusta", met nac'het e voe kement-se gant Claudius.

E 43 e voe un dibunadeg soudarded war an ton bras evit lidañ trec'h Claudius en Enez Vreizh. Messalina a deue da-heul e garr en ur c'harr all goloet hag a-dreñv dezhi e kerzhe ar jeneraled (Suetonius).

Evel impalaerez he devoa levezon bras nemet diasur e oa he dazont. Claudius a oa kozhik, a c'halle mervel trumm, hag he mab Britannicus a vije impalaer neuze, nemet yaouankik e oa c'hoazh. Evit en em ziwall ha suraat dazont he bugale e klaskas Messalina tennañ kuit diwar o hent kement hini a c'halle bezañ un dañjer bennak. E-touez an dud feal da Messalina e oa ar c'honsul Lucius Vitellius an Henañ en devoa goulennet bezañ aotreet da dennañ he botoù dezhi. Dre ma oa dall an impalaer Claudius gant ar garantez ouzh e wreg e oa aes da Messalina c'hoari gantañ evel ma kere, hag e lakaat da harluañ pe da lazhañ neb a gare. kement-se a c'hoarvezas gant ar prederour roman Seneca ar Yaouankañ; nizezed Claudius, Julia Livilla ha Julia; Marcus Vinicius (pried Julia Livilla); ar c'honsul Gaius Asinius Pollio II (gwelout Vipsania Agrippina), Poppaea Sabina goshañ (mamm an Impalaerez Poppaea Sabina, eil pried Neron), ar c'honsul Decimus Valerius Asiaticus ha Polybius. Claudius a oa brudet da vezañ aes da dreiñ-distreiñ gant e wragez ha tud disklavet.

Ur skouer anavezet mat da ziskouez e klaske Messalina kaout an dizober eus he c'hevezerezed a voe pa zistroas Agrippina ar Yaouankañ eus hec'h harlu goude ar 14 a viz Genver 41. Agrippina a oa nizez da g-Claudius, merc'h d'e vreur Germanicus hag emzivadez. Kompren a reas Messalina e c'halle mab Agrippina, Lucius Domitius Ahenobarbus (a vo an impalaer Neron) bezañ war-hent he mab-hi ha kas a reas muntrerien da grougañ Neron e-pad e gousk-aez. padostajont eus e fled e weljont un dra a gredas dezho e oa un naer e-kichen e c'houbenner, ma tec'has ar wazed gant ar spont. War a seblant ne oa nemet ur c'hroc'hen-naer.

Gwall vrud[kemmañ]

Ur gwall boltred a ra Tacitus ha Suetonius eus Messalina. Dismegañsus e oa, dichek, kriz, pizh, diroll he c'hoantegezhioù, nimfomaniak, marteze abalamour d'an doare fall ma oa bet savet. Kalz maouezi a oad hag a renk ganti a veze o c'hoari an diaoul hag e bevar, met evelti ne oa ket nemeur diouzh krediñ an daou istorour.
Un istor zo brudet diwar he fenn ma kenstrivas gant ur c'hast a-hed un nozvezh gasterezh. Kement-se a deu eus Levrenn X Istor naturel Plinius an Henañ ma kont an oberour e padas 24 eur o c'henstrivadeg hag e c'hounezas Messalina gant 25 gwaz. Ne lavar ket Plinius anv ar vaouez all, met e 1640 e voe anvet Scylla gant ar barzh saoz Nathaniel Richards en e levr The Tragedy of Messalina, Empress of Rome, embannet e 1640. Ha Robert Graves en e romant Claudius the God a lavar Scylla anezhi ivez.

Hervez ar skridoù roman e ouie c'hoari gant c'hoantoù ar c'horf da gadarnaat he galloud, e rene ur fouzhlec'h dindan ur falsanv, hag e aoze orgedoù evit ar maouezed a renk uhel, e kemere perzh er politikerezh hag eouie gwerzhañ he levezon d'ar Romaned pinvidik ha d'an estrenien.

Flemmgan[kemmañ]

Hervez ar Flemmgan VI gant Juvenal, e laboure Messalina en ur fouzhlec'h dindan an anv Lycisca, pe ar Vleizez. Engravadur gant Agostino Carracci, e dibenn ar XVIvet kantved.

Juvenal ivez a sko bazhadoù ganti en e Flemmgan VI :

respice riuales diuorum, Claudius audi
quae tulerit. dormire uirum cum senserat uxor,
sumere nocturnos meretrix Augusta cucullos
ausa Palatino et tegetem praeferre cubili
linquebat comite ancilla non amplius una.
sed nigrum flauo crinem abscondente galero
intrauit calidum ueteri centone lupanar
et cellam uacuam atque suam; tunc nuda papillis
prostitit auratis titulum mentita Lyciscae
ostenditque tuum, generose Britannice, uentrem.
excepit blanda intrantis atque aera poposcit.
[continueque iacens cunctorum absorbuit ictus.]
mox lenone suas iam dimittente puellas
tristis abit, et quod potuit tamen ultima cellam
clausit, adhuc ardens rigidae tentigine uoluae,
et lassata uiris necdum satiata recessit,
obscurisque genis turpis fumoque lucernae
foeda lupanaris tulit ad puluinar odorem.


Sed un droidigezh vrezhonek:

Sellit eta ouzh kevezerien an Doueed, selaouit petra a rankas Claudius
gouzañv. Kerkent ha klevet he gwaz ganti o roc'hal
e wreg - an impalaerez-gast-se - a grede kavout gwell ur vatarasenn
en ur marchosi eget he gwele er palez, a c'houlenne degas he mantell-noz
kabellek hag a haste kuit, ur vatezh hepmui ganti.
Neuze, he blev du kuzhet dindan ur berukenn meleganez,
ez ae war-eeun d'he fouzhlec'h, ma oa tomm ar c'hozh golc'hedoù
hag he c'hellig c'houllo miret eviti. Amañ, en he noazh, ganti alaouret
begoù he bronnoù, e plede gant he labour, dindan an anv a 'Blac'h-Bleiz ',
o tispakañ ar c'hof a roas bod dit, Britannicus uhelouenn.
Degemer c'hwek a rae da bep pratik, goulenn arc'hant diouzhtu,
and absorb all their battering - hep sevel biskoazh.
Re abred e kasas mestr ar fouzhlec'h ar merc'hed kuit :
hi a chomas tre betek an diwezh, an diwezhañ atav da vont,
hag a sachas he flutoù, glac'haret, ken tomm he forzh atav,
diviet gant ar wazed, pell a vezañ bet he gwalc'h avat ,
he divjod duet gant moged al lampoù, hudur, o kas ganti d'ar gêr,
d'he gwele impalaerel, flaer ar fouzhlec'h.


He marv ha goude[kemmañ]

Valeria Messalina gant he bugale, Britannicus ha Claudia Octavia

C'hoarioù[kemmañ]

E 47 e voe aozet C'hoarioù ar C'hantved da lidañ 800vet bloavezh diazezidigezh Roma, ha gant he mab Britannicus edo Messalina oc'h arvestiñ outo. Eno ivez e oa Agrippina ar Yaouankañ gant he mab, Lucius Domitius Ahenobarbus (Neron). Agrippina ha Nero a voe saludet gant an engroez gwelloc'h eget Messalina ha Britannicus. Kalz a dud a oa krog da gaout truez ouzh Agrippina, abalamour d'ar poanioù gouzañvet en he buhez. Sede moarvat deroù diskar poblegezh Messalina.

Gaius Silius[kemmañ]

Un tamm diwezhatoc'h er bloavezh-se e teuas Messalina da vezañ troet he fenn gant ar senedour roman Gaius Silius, a oa dimezet da Junia Silana (c'hoar da bried kentañ an impalaer Caligula, Junia Claudilla. Messalina ha Silius a oa serc'hed ha Messalina a redias Silius da derriñ e zimeziñ.

Kompren a reas Silius e peseurt dañjer e oa en em lakaet. Messalina ha Silius a iriennas lazhañ an impalaer, ha Messalina en sikourfe da vezañ impalaer e-lec'h Claudius. Divugel e oa Silius ha prest e oa da advabañ Britannicus.

Dizoloet an irienn[kemmañ]

A-greiz ma oa Claudius en Ostia, oc'h ensellout ar sevel-listri er porzh e teuas e zisklavad Tiberius Claudius Narcissus da gemenn dezhañ e oa Messalina ha Silius oc'h aozañ e vuntrañ. Messalina a deuas da Ostia gant he bugale, oc'h esperout komz ouzh he fried Claudius; met Claudius en doa kuitaet Ostia a-raok ma oa-hi erruet. Narcissus en devoa daleet Messalina, da glask mirout outi da welout Claudius.

Lazhadenn[kemmañ]

Messalina, hervez Toulouse-Lautrec, 1900-1901, Country Museum of Art, Los Angeles, California, SUA

Claudius a c'hourc'hemennas lazhañ Messalina ha Silius e 48. Edo Messalina, en e eurioù diwezhañ, e Liorzhoù Lucullus. Gant he mamm Domitia Lepida edo Messalina o prientiñ he goulenn ouzh Claudius.
Pa oa brud ha levezon Messalina en o barr e oa savet rev etre ar vamm, Domitia Lepida , hag ar verc'h, Messalina, ma oa bet troc'het an darempredeoù etreze. Truez he devoa Lepida ouzh he merc'h avat, ha chom a reas ganti. Lavarout a reas dezhi: Echu eo da vuhez, ne chom dit d'ober nemet ur fin dereat. Un ofiser hag un den disklavet a deuas da desteniekaat e oa marvet. An disklavad a daolas kunujennoù dezhi tra ma chome digomz an ofiser. Roete oa bet dezhi da zibab etre en em lazhaén pe bout lazhet. Met aon he devoa d'ober, ha neuze e voe dibennet gant an ofiser. Laosket e voe ar c'horf gant he mamm. E-keit-se e oa Claudius o korfata. pa voe kemennet dezhaén marv e wreg Messalina ne ziskouezas ket bout glac'haret met goulenn a reas gwin adarre.

Goudevezh[kemmañ]

En deizioù goude he marv, ne ziskouezas ket Claudius bezañ fuloret na glac'haret, na plijet pe displijet. Ar re nemeto a ouelas dezhi eo he bugale. Gourc'hemenn a reas Sened Roma ma vije diverket hec'h anv eus kement lec'h ha ti foran, ha distrujet an delwennoù dezhi.

D'ar 1añ a viz Genver 49 ec'h addimezas an impalaer Claudius d'he nizez Agrippina ar Yaouankañ. Strivañ a reas e bedervet pried da skarzhañ diouzh allez kement den a gave leal ouzh eñvor Messalina. Ober a reas d'he gwaz ha eontr advabañ he mab, Lucius Domitius Ahenobarbus, hag e zibab evel hêr ha danvez-impalaer, e-lec'h Britannicus, mab Messalina. Dont a reas da vezañ anavezet evel Nero Claudius Caesar Drusus Germanicus, pe Nero.

Bugale Messalina[kemmañ]

  • E 55 e voe kontammet Britannicus e kuzh, war urzh Neron.
  • Nero a zimezas da verc'h Messalina, Claudia Octavia, er bloaz 53. Lazhet e voe Claudia Octavia er bloaz 62 abalamour da Neron da c'hallout dimeziñ da Poppaea Sabina. Mamm Poppaea, marvet e 47, a oa marvet abalamour da itrikoù Messalina.


He hendadoù[kemmañ]

Oberennoù[kemmañ]

  • Messalina, ur c'hoarigan gant ar sonaozour veneziat Carlo Pallavicino e 1680, diwar-benn Valeria Messalina.
  • Kaoz zo eus Messalina e romantoù Robert Graves I, Claudius, ha Claudius the God, skrivet e 1934–35. Poltredet eo Messalina evel ur grennardez pavoe dimezet.
    • Un heuliad filmoù skinwel saoz anvet I, Claudius zo bet tennet eus ar romantoù, ha skignet gant ar BBC e 1976, ha Sheila White an hini a zo Messalina .

Ouzhpenn an heuliad filmoù tennet eus oberennoù Graves eo bet diskouezet Valeria Messalina aliezik er filmoù, hag un toullad aktourezed o deus kemeret perzh en advrudañ an impalaerez diroll:

Lennegezh[kemmañ]

  • Ar skrivagner gallek Alfred Jarry en deus skrivet ur romant anvet Messalina (deuet da vout The Garden of Priapus e saozneg) diwar-benn ar mojennoù steuet diwar he fenn.
    • En e levr Le Surmâle ez eus anv anezhi ivez.

Arabat klask tamm gwirionez istorel ebet en daou levr-se, frouezh faltazi diroll Jarry.

Lennadurezh[kemmañ]

  • Alfred Jarry, Messaline (1900), A Rebours 2002 ;
  • Jacqueline Dauxois, Messaline, Paris, Pygmalion/Gérard Watelet, 2002; ISBN 2-85704-751-7
  • Nonce Casanova, Messaline (1902), Lyon, Editions Palimpseste, 2008;

Delwenn[kemmañ]

Notennoù[kemmañ]

  1. Prosopographia Imperii Romani V 161
  2. Prosopographia Imperii Romani V 88
  3. Suetonius, Vita Claudii, 26.29
  4. Prosopographia Imperii Romani V 89
  5. Prosopographia Imperii Romani, stemma p. 363
  6. Levick, Claudius, p. 54
  7. Barrett, Agrippina, p. 233