Urzh leaned

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.

Un urzh leaned (pe urzh menec'h) a zo un aozadur relijiel m'o deus touet an izili heuliañ e reolenn. E meur a relijion e kaver tud a glask bevañ asamblez.

E relijion ar Bouda (adalek - 600) e weler roud ar venec'h pe leaned kentañ. Un doare evit kavout ul lec'h sioul, pell eus buhez birvilh ar gempredidi, mat evit ar brederiadenn. Un disfi ouzh c'hoant an pinvidigezh a vagont ar voñzed (anv ar venec'h boudaat) ken ez eont da gantreal ha da gestañ o voued e-pad ur prantad-buhez. Bevañ a reont e-kichen lec'hioù lidañ anvet pagodennoù ha staget e vezont d'ur gumuniezh, met ivez d'ur genvreuriezh.

Urzh leaned katolik[kemmañ]

Urzhioù ha breuriezhoù a zo anvioù evit an aozadurioù leaned ha menec'h

  • Breuriezh Jezuz ha Mari pe Eudisted
  • Breuriezh ar Mision pe Lazaristed
  • Breuriezh ar Varianisted
  • Breuriezh an Tadoù gwenn
  • Frered bihan Jezuz (Charles de Foucaud)
  • Frered an Deskadurezh kristen eus Ploermael
  • Frered Sant-Gabriel
  • Frered sant Visant a Baol
  • Kompagnunezh Jezuz pe Jezuisted
  • Kompagnunezh Mari pe Moñforzhidi
  • Merc'hed ar C'halvar
  • Misioned an estrenvroioù Pariz
  • Obladed Mari Dinamm
  • Merc'hed sant Paol
  • Merc'hed ar Spered santel
  • Premontridi (chalonioù reolek)
  • Salezianed sant Yann Bosko
  • Seurezed bihan ar re baour
  • Tadoù marist pe gKevarzhe Jezuz
  • Trede urzh sant Frañsez
  • Urzh ar Minimed
  • Urzh ar Frered prezegerien pe Dominikaned
  • Urzh sant Benead pe ar veneadiz
  • Urzh ar vreudeur vihanañ pe Fransiskaned

Liammoù diavaez[kemmañ]