Urzh ar Palmez akademek

Eus Wikipedia
sans_cadre
sans_cadre

Adaozet eo bet "Urzh ar Palmez akademek" (Ordre des Palmes académiques) d'ar 4 a viz Here 1955 gant Edgar Faure a oa Prezidant Kuzul ar vinistred, d'ar mare-se. Dont a ra da heul ar vedalenn a Ofisour akademiezh (Officier d'Académie) bet krouet gant Napoleon Bonaparte, Konsul kentañ, e 1808 evit enoriñ izili meur ar Skol-veur (gant ster ar mare).

Ar vedalenn goshañ roet evit abegoù nann-soudardel nemetken eo.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa voe krouet e 1808 e-pad ar Gonsuliezhh ne c'hellfe bezañ grataet nemet da izili ar "Skol-veur" (ne oa nemet ur skol-veur impalaerel gant an holl rannoù hag al liseoù ivez). Tri renk a oa :

  • Ar re ditlet roet dre wir da Vestr meur ar Skol-veur, d'ar c'hañseller, d'an teñzorer ha d'ar guzulerien evit o buhez-pad. Ne voe den ebet ken o vezañ titlet adalek 1850.
  • Ofisourien ar Skol-veur. An titl a veze roet dre wir d'ar guzulerien ordinal, d'an ensellerien,d'ar rektored hag ensellerien akademiezh, dar gelennerien skol-veur. Roet e veze ouzhpenn da renerien hag eil renerien liseoù ha da gelennerien liseoù bet merzet abalamour d'o doare da seveniñ o c'hargoù. Dont a raio an titl da vezañ Officier de l'instruction publique e 1850.
  • Ofisourien an akademiezhoù (ofisour akademiezh adalek 1837). Roet e veze an titl dre wir d'ar renerien hag eil renerien liseoù d'ar gelennerien lise ha d'ar renerien skolajoù. Un toullad tud all a c'helle e gaout abalamour d'o doare heverk da "servijout"

N'eo nemet adalek 1866 e teuas da vezañ ur gwir vedalenn, roet da vuioc'h a a dud, diabarzh ha diavaez an deskadurezh Stad.

An Urzh a-vremañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Teir rez an zo en urzh : marc'heg, ofisour ha komandour

Enoriñ a ra ar vedalenn izili an deskadurezh-Stad (kelennerien pe get). Abaoe 1866 e oa bet ledanaet niver an dud a c'helle bezañ enoret da dud en diavaez an deskadurezh-Stad o deus rentet servij d'an deskadurezh dre vras, kelennerien ar skolioù prevez pe tud, estrenien en o-zouez, o deus sikouret emled sevenadur Frañs er bed.

An anvidigezhioù ha savidigezhioù a vez graet dre zekred gant ar C'hentañ ministr war ginnig ar ministr (pe ar vinistred) e karg eus an deskadurezh, ar Skolioù-meur hag an imbourc'h. Graet e vezont div wech ar bloaz, d'an deiz 1añ a viz Genver ha d'ar 14 a viz Gouere.

Bez eus eus Kuzul an Urzh evit aliañ ministr an Deskadurezh. Renet eo gantañ. kavout a reer ennañ holl renerien ar ministrerezh hag un ezel eus kuzul Urzh al Lejion a enoranvet war ginnig kañseller meur an urzh.

Penn burev ar c'habined e ministrerezh an deskadurezh a zo sekretour kuzul an Urzh.

Anv all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa resevas medalenn ofisour an Akademiezh Visant Seite e 1955 e voe moullet war ar gelaouenn Bleun-Brug, niv. 81, Mae 1955, dindan al luc'hskeudenn : « An Ao. Falc'hun, kelenner e Skol-veur Roazon, a spillenna lore an Akademi war bruched Visant Seite, d'an 8 a viz Mae e Roz-Bleuniou, Kastellin. ». Da-heul e voe lakaet ar varzhoneg sinet gant Loeiz Lok, an div werzhenn ziwezhañ anezhi : Gourc'hemennoù, Visant! C'houi a zo dekoret/Bezomp laouen ! Bleun-Brug, dreizoc'h zo enoret !

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dekred n° 55-1323 ar 4 a viz Here 1955 bet kemmet gant an dekredoù n° 59-1030 eus an 31 a viz Eost 1959, n° 61-609 eus an 10 a viz Mezheven 1961, n° 61-980 eus an 28 a viz Eost 1961, n° 62-453 eus an 13 a viz Ebrel [[1962]), n° 65-775 eus an 8 a viz Gwengolo 1965, n° 2002-563 eus an 19 a viz Ebrel 2002 ha n° 2012-427 eus an 28 a viz Meurzh 2012).

Mammenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • wikipedia gallek