Urban Terror

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Urban Terror
220px
Embanner Frozen Sand
Diorroer Silicon Ice Development
Frozen Sand, LLC
Aotre QIIIA Game Source (SDK)
Stumm 4.1
Rummad FPS
Doare ar c'hoari Liesc'hoarier
Mekanikoù Linux, Windows, Mac OS X
Media Pellkargabl
Yezh Saozneg
Kontroll Logodenn ha touchennaoueg
Lusker c'hoari ioquake3


Urban Terror a zo ur mod evit Quake III Arena, ur stumm en e-bezh a zo bet krouet gant Silicon Ice Development (Frozen Sand) o enbarzhiañ ur c'hoari a den muioc'h d'ar wirionez, ha gant elfennoù c'hoari e skipailh. Goude dieubidigezh lusker c'hoari Quake III hag embannadur ar stumm 4, ar c'hoari a zo ur c'hemmadur eus Quake III hag ur stand-alone diazezet war lusker ioquake3 anvet ioUrbanTerror. An hini-mañ a zo idgoust penn-da-benn ha tu zo e bellgargañ war lec'hienn ofisiel ar c'hoari.

Ar c'hoari a zo embannet dindan an aotre Quake III Arena Game Source. An testenn hollek a zo roet gant ar c'hoari ur wech staliet.

Gameplay[kemmañ]

Ar c'hoari, hep gwir istor, liesc'hoarier nemetken, a lak daou skipailh  : ar SWAT (enep-spontour) hag ar Red Dragons (terrorour). Memes ma denn d'ar wirionez ar freuzoù graet gant an armoù, hag ez eo meret ar skuizhder, tizh ar c'hoari a ra ez eo pell eus an dezrevadurioù arme.

O kemer harp war lusker Quake 3, ar c'hparo a adkemer an doare da fiñval, en ul lakaat e spizverkoù. Possubl eo evelse lamat o kemer harp war ar mogerioù, rinklañ war al leur pe pignat war plaenoù. Teknikoù bunnt jumping zo bet lakaet ivez evel ar circle jump/strafe jump, a lak da gemer tizh evit ar c'hoarierien ampart.

Ar c'hoarierien a c'hell ober taolioù troad, ar pezh a vez graet o lammat war un dudenn all. An hini-se a zo neuze taolet en a-dreñv Ma lamm ur c'hoarier eus ul lerc'h uhel war penn ur c'hoarier, posubl eo dezhañ lazhañ anezhañ en un daol (curb stomp).

Pep brasañ an armoù, esteget ar greunadoù hag ar pistolennoù, o deus un eil, pe un trede doare da dennañ.

Doareoù da c'hoari[kemmañ]

Urban Terror a ginnig kalzig a zoareoù da c'hoari. Ouzhpenn d'ar reoù meneget dindan ez eus servijerien ispisial evit ar c'hartennoù a-benn deskiñ teknikoù fiñval ha lammoù (tu zo lavarout ez eo ar "jump" un doare c'hoari en e bezh). Tu zo cheñch an doare a-drugarez da votoù.

Bomb & Defuse (Bomb mode, Bomb)
E penn kentañ pep tro, un ezel eus ar Red Dragons en deus ar bombezenn. Ar pal evitañ a zo da lakaat ar bombezenn a-dreñv unan eus an daou poent (anvet Bomb site) war ar c'hartenn. Ur wech lakaet (e yezh ar c'hoari e vez komzet eus "plantet"), ar vombezenn a c'hell bezañ dizarbennet (defuse) gant un ezel eus ar SWAT. Ma varv an hini en deus ar bombezenn, tu zo d'un ezel all eus ar Red Dragons kemer anezhi o vale war-c'horre (ar pezh zo diposubl evit ur SWAT). An dro a echu pa en deus gounezet unan eus ar skipailhoù, gant meur a zegouezhioù.
Capture & Hold (C&H)
Des drapeaux sont disposés sur la carte, toucher ces drapeaux permet de les capturer. Chaque minute, les deux équipes gagnent un point par drapeau en leur possession. Très peu de serveurs proposent ce mode.
Capture the Flag (CTF)
Un doare klasikel a-walc'h eo er c'hoarioù FPS : pep skipailh en deus un diazez lerc'h m'eo ar banniel, gant liv ar skipailh. Pal pep skipailh azo mont da gerc'hat ar banniel enebour a-benn kas anezhañ en-dro en e ziaz. Ar skipailh en deus kemmeret ar muiañ a vannieloù e fin ar c'hrogad a c'hounez. Pa z'eo lazhet an hini gant ar vanniel e gouez war al leur. Ar c'hoarierien a c'hell neuze dastum anezhañ. Poentoù a zo dasparzhet d'ar c'hoarierien hervez ar pezh o deus graet. Echu a ra ar c'hrogad pa z'eo tizhet bevenn ar poentoù pe fin an amzer.
Follow the Leader (FTL)
Ur c'hoarier eus pep skipailh a zo al leader hag a rank touchañ ar banniel er c'hamp enebour.
Free For All (FFA)
N'eus skipailh ebet, ar pal a zo lazhañ ar c'hoarierien nemetken. Ar c'hoarierien a "respawn" en ul lerc'h ankivil war ar gartenn.
Team Deathmatch (TDM)
Pep enebour lazhet a lak ur poent d'ar skipailh. Ar c'hentañ skipailh a dizh an niver a boentoù resis pe an hini en deus ar muiañ a boentoù e fin ar krono.
Team Survivor (TS)
Un tamm evel an Team Deathmatch, nemet e vez deuet en-dro er c'hoari nemet pa vez echuet ar c'hrogad, da lâret eo pa z'eo marv holl izili ur skipailh.
Jump 
Un doare "Jump" a zo bet diskleriet evit stumm 4.2 Urban Terror. Tu vo neuze d'ar c'hoarierien o deus c'hoant "jumpañ", kaout kartennoù graet evit-se, ha gant ur pal da dizhout.

Ekipamant[kemmañ]

Ekipamant Urban Terror a zo awenet gant ar wirionez. Tu zo neuze kemer pemp objed er penn-kentañ, o c'houzout ez eo rediet ar c'hoarier dougen un arm pennañ, ur bistolenn hag ur gontell. Meur a rummadoù a zo : Fuzuilhoù argad, fuzuilhoù resisder, mitrailhezennoù skañv, pistolennoù mitrailhezenn, fuzuilhoù pomp, pistolennoù, grenadoù tarzh, grenadoù moged ha kontell.

Ar c'hoarier a c'hall ivez dougen objedoù : roched ha tokarn kelvar, lunedoù gweled en teñvalijenn, didrouzer, tizer lazer, boest medisin ha munisionoù.

Stamina[kemmañ]

Ar stamina a glot gant an energiezh en deus ar c'hoarier, hag a servij d'ober fiñvoù ispisial evel redek pa lammaat. E live maksimum a zo hervez live buhez ar c'hoarier hag e ekipamant.

Diorroadur[kemmañ]

Stumm nevez Urban Terror, ar stumm 4.2 a zo o vezañ diorroet. Armoù nevez, skinoù (neuz an tudennoù) nevez ha fiñvoù nevez a vo neuze kavet.

An armoù nevez a vo liesseurt, ar pezh a zo sur a zo e vo deus ar Fuzuilh pomp Bennelli M1014 Super 90. An FN P90 a vo ivez kavet. Ar fuzuilh pomp gall (ar Franchi S.P.A.S) a vo galloudusoc'h dre ma denne er stumm 4.1 40% eus an energiezh zoken pa veze peget ar c'hanol war bruched an enebour. Ar Bennelli M4 Super 90 hag an FN P90 a vo armoù a-eil.

Posubl e vo c'hoari gant lunedoù 3D war ar stumm nevez.

An teksturoù a vo adnevesaet evel, da skouer, ar mogerioù a vo glebiet pa raio glav pe an dour a denno muioc'h d'ar wirionez.

An deizad embann n'eo ket bet diskleriet met ar pezh a zo e-barzh a zo eus mamennoù sur (Frozen Sand, produerien Urban Terror).