Uranus (doue)

Eus Wikipedia

Uranus e oa anv latin an doue gresian Ouranos, doue an oabl. A-raok an amprest-se eo Cœlus (eus ar ger latin cælus, « oabl ») a veze graet anezhañ.

Mab e oa Uranus da Aether ha d'an Deiz. Embarañ a reas d'an doueez Tellus Mater (an Douar), hag engehentiñ Ops, Okeanos ha Titaned all, en o zouez Saturnus.

Uranus a gase e vugale en-dro da gof o mamm, ha hi, kounnaret, a roas ur falz lemm da unan anezho, Saturnus, da spazhañ e dad.

Met tizhet e voe Gaia (Tellus Mater) gant flistradennoù gwad Uranus, ma c'hanas bugale all, Merc'hed ar Gounnar, nimfezed an onn, hag ar Ramzed. Kalc'h Uranus a voe taolet er mor, hag anezhañ e voe ganet Venus.

E anv zo bet roet d'ar blanedenn Ouran.