Unknown Pleasures

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Pladenn glok kentañ Joy Division eo Unknown Pleasures. Embannet eo bet gant Factory (Fact 10), produet eo bet gant Martin Hannett, hag enrollet e Strawberry Studios (Stockport). Deuet eo er-maez e 1979. Tizhet eo bet plas kentañ an hit-parade saoz gant ar bladenn e miz Eost 1980, goude emzistruj kaner ar strollad, Ian Curtis e anv. Plas kentañ a dapas ivez e hit-parade Zeland Nevez e miz Even 1981. Ur wech kempennet ar son eo bet embannet en-dro e miz Gwengolo 2007. Ouzhpennet ez eus bet neuze ur bladenn "live", enrollet er Factory e Manchester d'an 13 a viz Gouere 1979. War golo ar bladenn e weler ur skeudenn tennet eus The Cambridge Encyclopedia of Astronomy. War ar bladenn vinil (embannadur european) e c'haller lenn, e dibenn an tu A : "This is the way" hag e dibenn an tu B :"Step inside". An div frazenn-se o vezañ tennet eus ar ganaouenn Atrocity Exhibition a gaver war Closer.


Roll ar c'hanaouennoù[kemmañ]

Tu A

  • Disorder
  • Day of the Lords
  • Candidate
  • Insight
  • New Dawn Fades

Tu B

  • She's Lost Control
  • Shadowplay
  • Wilderness
  • Interzone
  • I Remember Nothing


Izili ar strollad[kemmañ]